D’al lenner

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ar C’hourrier, 1906
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Sant Tremeur a veve er c’hwec’hvet kantved ; e vamm a yoa santez Trifina, e dad ar c’hont Konomor, un den-bleiz a lazhas ne ouezer pet eus e briedoù gant o bugaligoù !

Relijion griz an doueoù kozh a rene c’hoazh d’ar mare dre ar vro ; o beleien, anvet drouized, kaer o doa stourm ouzh prezegerien an Aviel, ar Bobl a droe gant ar re-mañ !

A giz a yoa gant an Drouized, pa ne yele ket an traoù d’o doare, da ginnig e sakrifis d’o doueoù gwad an dud gant bep seurt lidoù !

Setu perak er pezh-c’hoari-mañ a weler Gwenc’hlan, mestr an Drouized, o c’houlenn gant Konomor e briedoù hag e vugale da lazhañ en enor d’an doueoù, evit terriñ o c’hounnar prest da skeiñ war ar Bobl, dre ma tileze ar relijion gozh !