Arvest kentañ

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ar C’hourrier, 1906
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Er c’hentañ arvest, Gwenc’hlan, an Drouiz-meur, en deus dastumet Drouized ar vro holl evit en em glevout ganto da lazhañ Tremeur, hervez an doare merket gant an doueoù !

N’eo ket a-walc’h d’ar re-mañ kaout gwad Tremeur ; ar gwad-se ne dalvo netra ma n’eo ket skuilhet gant dorn e dad, ha gant asant an holl Drouized gwitibunan ; ma vez graet ar sakrifis en doare-se, neuze relijion an doueoù kozh a vezo saveteet er vro !

Met setu Taliesin, drouiz yaouank, o sevel e vouezh : ne asanto biken da ul lid ken kriz ; treiñ a ra zoken kein d’an Drouized, hag un nebeud Drouized all d’e heul, evit mont da glask Tremeur ha d’e zifenn ouzh ar marv.

Gwenc’hlan a zo mantret ; telenn santel an Drouized kozh a dorr etre e zaouarn ; ha kement-se a zo un sin fall ; touiñ a ra ar beleg kozh a deuio evelato a-benn eus e vennozhioù ! Tremeur a vezo lazhet, kousto pe gousto, hag an doueoù kozh a vezo mistri !

GWENC’HLAN, TALIESIN, AN DROUIZED

Gwenc’hlan er c’hreiz, ar re all, renket en daou du.

GWENC’HLAN
Pelec’h ’mañ an tri Drouiz em boa kaset o zri,
Dre hentoù Breizh-Izel, gant bep a gevredi ?
Te, da gentañ, Frial, ’moa kaset da c’hervel,
Evit sikour da vro, Drouized Breizh da sevel :
Lavar peseurt respont ’teus bet gant da vreudeur,
Ha peseurt degemer da gannad an Drouiz-meur ?

FRIAL
Eus a vro Vreizh, Gwenc’hlan, echu ganin an dro ;
Furchet ha difurchet ’meus kement korn distro,
Eus a enezenn Sun betek mein-hir Karnak,
’Lec’h ma kreden ’vije kuzhet un Drouiz bennak !
Rec’hel ar mor warno an tarzhioù o tibun,
Re ar menez faoutet o fenn gant ar gurun,
Bep eil o deus klevet va mouezh kreñv o c’hervel,
Da harpañ ar Vamm-Vro, Drouized Breizh da sevel !
Peurliesañ n’eus bet, evit respont da’m mouezh,
Nemet trouz an avel pe kri al loened gouez !
Pet dervenn sakr, gwechall o vodañ dindani
Drouized, stankoc’h eget ar skourroù ’yoa warni,
N’eus diouto chomet nag un Drouiz nag ur skourr !
Peoc’h ar marv e lec’h ma kane teodoù flour,
Eskern lezet gant ar bleizi war o dilerc’h :
Setu ar pezh am eus kavet e meur a lec’h,
A-us d’o, e-stribilh eus ur skourr uhelvarr,
E-kichen ar falz aour, an delenn dilavar !…
O Gwenc’hlan, o Drouiz-meur, disterig eo ar rumm
Eus an Drouized em eus, dre Vreizh, gellet dastum
Da zont amañ, hiriv : emaint holl en-dro dit !

GWENC’HLAN
N’eus forzh ! Eus an doueoù eo a teu ar gounid,
Ha n’eo ket eus niver pe eus galloud an dud ;
Ne vo nemet kaeroc’h ha sklêroc’h ar burzhud
Pa vezimp deuet a-benn, ni strolladig netra,
Da lakaat, gant hon dorn, penn ar bobl da blegañ,
Hag en despet dezhañ da soublañ ur wech c’hoazh,
War e zaoulin, dirak doueoù an Derv bras !…
– Klevit eta bremañ perak, Drouized santel,
Am eus, ’vit dont amañ, ho kalvet eus a-bell !
Rak spered un doue zo o c’hwezhañ warnon,
Ha d’e heul va spered a nij dre an oabl don,
’Lec’h ma skriv biz Doue, war levrioù ar stered,
Al lezennoù santel ’zo o c’houarn ar bed !

Hag e pign war an daol-maen.

Me a wel ur Groaz prenn, tri c’hant vloaz zo peurvrein ;
Me ’wel un dervenn vras, yac’h ha kreñv ’vel ar mein,
Goude mil ha mil bloaz he c’halon en he c’hreiz ;
Eus a skeud an dervenn a dec’h holl Bobloù Breizh,
Touellet gant komzoù beleien pennoù moal,
D’en em reiñ, ’harz ar Groaz, da Zoue ur Vro all !…
O skrijusañ torfed eus an holl dorfedoù :
Gant Bobloù Breizh-Izel, nac’het o doueoù !…
Skrijus a vo ivez an dle ’rank an douar
Da baeañ ’vit terriñ nerzh spontus o c’hounnar !

RUZ-VARZH
O ! lavar deomp eta, rak mall eo ganeomp klevout,
Peseurt digoll zo ret d’an doueoù da gaout ;
Na pa ve ret hor gwad deomp-ni, holl Drouized Breizh,
Na pa ve zoken ar galon ’zo ’n hor c’hreiz :
Hor gwad hag hor c’halon ni a rofe, laouen,
’Vit prenañ, o doueoù, silvidigezh ar c’houenn.

GWENC’HLAN
Ul liamm sakr a zo, hag eñ heñvel a-walc’h
Eus al liammoù kreñv ha burzhudus a zalc’h
Ha doueoù ha tud skoulmet strizh etrezo ;
Al liamm santel-se eo an hini a zo
O skoulmañ etrezo ha tad ha krouadur,
Ha ne c’heller ket skeiñ an den en e natur
Eus ur boan skrijusoc’h, eus un donoc’h gouli,
Eget ober dezhañ diframmañ ha terriñ
Al liammoù bev-se, liammoù graet gant gwad,
A zo skoulmet etre ar bugel hag e dad.
Al liamm-se, sanket e c’hwrizioù bev ken don,
Eo a rank hor gontell skeiñ evit kaout ar pardon !
Ya, dre vuntr e vugel c’hwec’h gwech merzheriet,
Kalon un tad ez bev ’dle bezañ kinniget !
Un tad war an daol-maen, an eil war egile
A dle skeiñ ha lazhañ c’hwec’h eus e vugale !

TALIESIN
Va gwad eus da glevet a zo strafuilhet holl,
Ha skrijañ ’ra va mel ennon gant an horrol !
Pelec’h a vo kavet un tad ken dinatur ?

GWENC’HLAN o tiskenn eus an daol-maen
Konomor ’neus dija lazhet pemp krouadur !
Evit peurachuiñ e labour, ar C’hont-meur
A dle skuilhañ fenoz gwad ar c’hwec’hvet : Tremeur !
…Gwalbran, pa vezo poent, ha prest a vo ar C’hont ?

GWALBRAN
’Mañ o c’hortoz an eur, war ribl al lenn, du-hont !
D’an douar, d’an avel e skouarn hag e fri,
Eizh devezh zo emañ dre ar c’hoad ’vel ur c’hi !
A-wechoù war ar gwez an uhelañ e pign,
Ha pa ne wel netra o tont, e zent a skrign,
Hejañ ’ra e armoù gant kriadennoù gouez,
Gant arraj a zispenn ar ruskenn eus ar gwez.
A-wechoù, er c’hontrol, e zorn war e vizaj,
Astennet d’an douar na ne fich na ne flach,
Evel ur c’hrouadur a ziroll da grenañ,
Da ziframmañ e vlev eus e benn ’n ul leñvañ,
O komz, oc’h hirvoudiñ en e bart e-unan :
« Gwad adarre, ’mezañ, da c’hwad, mab a garan ! »
Neuze, pa ne vije soudarded war e dro,
D’ar gêr en despet din e tec’hfe prim en-dro !

GWENC’HLAN
Kae, ha gra d’ar C’hont-meur gedal c’hoazh ur pennad !
Met, ha deut eo ivez ar mab goude an tad ?

RUZ-VARZH
Ganez, Gwenc’hlan, eo bet roet din urzh da glask,
Ha da stlejañ, evel un oan war bouez e nask,
Mab yaouank Konomor da ziwadañ amañ.
Amzer ha poan ’meus bet ’vit kaout krog ennañ ;
Rak Gildas, o c’houzout ’oa klasket gant ar C’hont,
E guzhe dre ar vro, gwech amañ, gwech du-hont,
Hep reiñ d’ar c’hrouadur, na da zen all ebet,
Da anaout ar gerent a bere oa ganet.
Goude meur a dro ven, ur pardaez ec’h erruis
Da c’houlenn va lojeiz e toull dor menec’h Ruiz !
Eno eo e welis hag hen anavezis
Ar paotr eus dremm e vamm, eus ment nerzhus e dad.
Eus a vanati Ruiz, Gildas a yoa abad.
Goulenn a ris gantañ bezañ manac’h ivez ;
Kement a ris zoken ma teuis dizale
Da vezañ e vignon, ha mestr-skol gant Tremeur ;
Evel-se ’meus gellet ho kelenn war an eur,
Pa zivizas Gildas kas eus a ribl ar mor
Da bourmen dre amañ mab ar c’hont Konomor.
Gildas en deus lezet ac’hanon penn-da-benn
Da renkañ ar beaj eus va c’hoant, ha va fenn,
Da zibab an hentoù, da verkañ e pe boent
Kemeret al lojeiz hag ar pred ’hed an hent.
Aes eo bet din eta, hag el lec’h hag en deiz,
Hervez da c’hoant, teuler an oan e skilf ar bleiz.

GWENC’HLAN
Mat eo d’an oan pa lip glizh ar flourennoù glas,
Mat eo d’ar bleiz pa lonk gwad an oan a lazhas ;
Ha mat dit ivez, Drouiz, pa c’hell da gontell noazh
Lakaat war an douar da redek, ’vel ur voaz,
Ar gwad a c’houlenne an doueoù santel.
C’hwezh ar gwad-se zo din dous evel blaz ar mel !

TALIESIN
Evelato, Drouized, ’benn kondaoniñ un tad
Da lazhañ ur bugel ganet diwar e c’hwad,
Eo ret ’pije kavet ur c’houenn a dud hudur,
Ur c’houenn a dud sarpant, eo d’an holl plijadur
O gwelet gant o broud ha gant bilim o dent,
En em zrailhañ an eil egile war an hent !

RUZ-VARZH
Klevet ’teus eo Tremeur eus an uhelañ gouenn,
Eus ar c’hoshañ a c’hell biskoazh genel un den :
Muioc’h a Rouaned zo eus e dadoù-kozh
Eget a steredenn o lugerniñ en noz ;
Gouenn Rouaned ’int bet dre an holl gantvedoù,
Ha n’eus gouenn dud ebet ken tost d’an doueoù !

TALIESIN
Met ganeoc’h da vervel, pa eo barnet hiriv,
Pa ma varr ar vlerum2 kontell griz ar bourrev :
Tremeur, en e c’hwazhied, n’en deus dalc’het takenn
Eus ar gwad a verve e kalon tud e c’houenn ?

RUZ-VARZH
Ar gwel eus a Dremeur hepken a zo a-walc’h
’Vit gouzout pegen kreñv ha divlam a gendalc’h,
Dre e c’hwazhied flour, gwad ar Rouaned kozh ;
E benn sonn zo warnañ ’vel pa vez o c’hortoz,
War e vlev flour, ’giz lin, kelc’h aour ar gurunenn ;
Anezhañ e-unan, pa gomz, a stou va fenn !
Ha daoust ma ne ziverr ’met mel eus e vuzell,
Sklêr eo evelato da gompren, er brezel,
Pegen taer a drouzfe ma zirollfe, un deiz,
Nerzh an tan a santer o c’horiñ en e greiz

TALIESIN
Ha setu goulskoude an den a vo bremaik
Skuilhet aze e c’hwad ha dispennet e gig !
Ar gwad a ziskennas eus gwazhied Arzhur,
Ar gwad a vag an dorn gouest da zerc’hel ar stur,
Da sturiañ bagig Breizh ’dreuz tarzhioù ha rec’hel,
’Dreuz spont ar c’hurunoù ha kounnar an avel !

GWENC’HLAN
Ma ve puroc’h ar gwad c’hoazh en e izili,
Kreñvoc’h ’vit mel derv, glanoc’h ’vit bleuñv lili,
Ne ve evidon-me nemet gwelloc’h a se
Da ruziañ an daol-maen santel a zo aze.
Rak ar c’hwezh anezhañ, dre an oabl o sevel,
Ne ve nemet c’hwekoc’h a se evit gervel
Doueoù ar Geltied da zistreiñ en hon touez,
Da rentañ d’hor bro gozh ha d’hor gouenn ar vuhez !
War douar hon tadoù, perak ne glevomp-ni
Nemet peoc’h ar marv pe mouezh ar velkoni ?
Luduet ar c’hêrioù, lazhet o fobloù tud,
War ar maezioù o ren an anevaled mut,
Ar Vretoned diwad ha dinerzh da zerc’hel
Lostennoù an alar pe kleze ar brezel ?
Perak ’ta, ma n’eo ket abalamour ma’z eo
Tec’het an doueoù a zalc’he, yac’h ha bev,
E-kreiz ar Vretoned ar gwad kozh da virvi ?
Hag a-walc’h eo, ’gav dit, gwad oaned pe tirvi
Da baeañ an eurvad da welet, war ar vro,
’Vit yac’haat e goulioù, hon doueoù distro ?

TALIESIN
Ur vouezh a zo ennon o sevel hag a gri
Ne c’hell ket doueoù kaout kalon ken kriz !
Un doue zo doue evit reiñ ar vuhez,
N’eo dreist an den nemet dre vrasoc’h madelezh ;
Ha pa teu dorn an den er bed da lakaat freuz
’Vit yac’haat ar gouli, piv a gredfe n’ho peus,
Doueoù, ken remed nemet ur gouli all ?
War zigarez eo aet gouenn ar Geltied da fall,
Piv a gredfe a ve mennozh e doueoù
Dont d’e yac’haat gant gwad, lazherezh ha muntroù ?

GWENC’HLAN
Piv en deus troet dit da spered, ma kredez
Sevel, a-enep din, da vouezh evel ma rez ?

TALIESIN
Piv en deus gwashoc’h c’hoazh troet dit da hini,
Ma kredez dirak tud, evel pa vent bleizi,
Displegañ hep ruziañ mennozhioù ken euzhus ?3

GWENC’HLAN
Ma sellfes eus va blev gwenn-kann, a-raok respont,
A skornfe war da deod komzoù ken divergont !

TALIESIN
Drouiz, gant ar gwad me ’wel hiriv ruz da vlev gwenn,
Gant ur gwad divlam prest da gouezhañ war da benn !

GWENC’HLAN
Te ’gav dit eo divlam, va mab, gwad an hini
A zeu, dre draisoni, da c’hwezhañ kasoni
E kalon an doueoù a-enep tud e c’houenn ?
Treitour eo neb a c’halv war e vro an estren ;
Hag eñ n’eo ket mil gwech gwashoc’h treitour an neb
A lak kounnar Doue da sevel ’n e enep ?

TALIESIN
Mard eo treitour, galvit Tremeur dirak ar varn ;
Ma tle mervel, lakit anezhañ ’tre daouarn
Ar bourrev, ez eo kement-se e vicher ;
Met kondaoniñ e dad da vezañ e giger !
A ! kentoc’h ma vez sklêr eo Tremeur un treitour,
Me c’houlennfe bezañ va-unan difennour
Da’m doueoù ha da’m bro ! Me z-afe ’n o anv
Enep Tremeur, da reiñ pe da gaout ar marv.
War da zaol-maen, pa rank skuilhañ ur gwad divlam,
’Forzh piv ouzhomp hon daou en divije bet lamm,
C’hwi a rafe dezhañ war ar maen didruez
Peurachuiñ da reiñ e c’hwad hag e vuhez !

GWENC’HLAN
Lez e peoc’h da gleze stag eus e c’houriz ler,
N’eo ket gwad nag emgann ganez a c’houlenner !
An doueoù amañ ne c’houlennont ouzhit
Nemet ma kemeri perzh ganeomp holl el lid !
Evit miret ouzh brec’h Konomor da grenañ,
Pa grogo er gontell, ni ’grogo da ganañ
Ha da ganañ ken taer, ma c’hwezhimp, gant hor c’han,
E kalon Konomor ar gounnar hag an tan !
Pep Drouiz eo ret dezhañ skeiñ Tremeur da vervel
Gant nerzh e youl, ha nann gant beg lemm e gontell !
Kaer en defe mil gwad redek ruz, a-boulloù,
Gantañ ma ne ve ket kemmesket hor youloù,
A chomfe dic’halloud ar gwad da zinerzhañ
Veñjañs an doueoù, warnomp prest da gouezhañ !
Ha ma chomfe un drouiz hepken hep unaniñ,
Evit ar muntr sakr-mañ, e youl gant hon hini,
A-walc’h ’ve kement-se evit kas da nean[t]
Al lid-mañ en deus din koustet kement a boan.

TALIESIN
Mat, neuze eo koulz dit, a-raok ober an taol,
Chom hep prepar amañ ar gontell hag an daol ;
Rak un drouiz zo amañ ha ne garfe biskoazh,
’Vit ur seurt muntrerezh, o Drouized, reiñ deoc’h skoaz !
O !… krediñ a rafen emaoc’h oc’h ober goap !
Petra ! N’eo ket a-walc’h a deufe gwad ur mab
Da zistankañ bremaik dindan kontell e dad,
Da verañ d’an douar dirak hon daoulagad ?
Nebeud eo chom hep sailh’ war ur seurt aneval !
Pa zispenno e vab, ret a vo c’hoazh, gant mall,
Teuler e gwad ha neuiñ4 hor c’halonoù laouen !
N’eo ket a-walc’h ur muntr da zoueoù hor gouenn ?
Pep drouiz en e galon a dle reneveziñ
An torfed a dlefe ober dezho heugiñ !
O doueoù digriz, ne fell deoc’h war ho tro
Kaout ’met beleien a vuntr hag a varv !

GWENC’HLAN
Evit da zoueoù, marvet eta ar feiz,
’Moa gant ken bras soursi maget dit en da greiz ?
Te, am boa dibabet e-touez da holl vreudeur
’Vit dougen da’m c’houde kurunenn an Drouiz-meur,
Te eo a deu hiriv da c’hlaourañ warni,
Ha d’e bresañ dindan da dreid e-kreiz ar pri ?
O, siwazh ! piv eta en deus laeret warnon,
Va mab Taliesin, teñzor aour da galon ?
Laeret eo da galon gant ar manac’h penn moal,
Pa n’em eus ket outañ gouezet mat e ziwall !

TALIESIN
Den ne c’hellfe laerezh kalon Taliesin :
Da reiñ da neb a gar va c’halon a zo din.
Dit a oa va c’halon, dit ha da’z doueoù :
Te eo ’teus etrezomp troc’het al liammoù
Gant da gomzoù, krishoc’h ’vit dremm ar gontell dir !
Ma ’tije kendalc’het, gant ar vad hag ar gwir,
Da vagañ va c’halon, betek eur da varv
’Vijen chomet ganez dindan skeud da zerv !
Met pell zo e santen o tont, eus da vuzell
War va spered, felc’h trenk kemmesket gant ar mel !
Pell zo en da gomzoù a sante va spered
’Vel koumoulennoù noz o tont a-heul ar sked !
Hiriv, n’ez out mui din nemet un heol mouget,
Ne zistaolez mui din nemet noz ha moged !
Pell ouzhit a fell din, gant euzh, kemer an tec’h,
Da glask an deiz nevez, du-hont, n’ouzon pelec’h !
Evel ar c’harv skuizh a red d’an eienenn,
War-eeun, hep netra ’met e sec’hed d’e ren,
Me a yelo a-dreuz an noz ken a gavin,
Dirak va daoulagad, ar sklêrijenn vintin !

Diblas a ra da vont kuit.

GWENC’HLAN o stankañ an hent gant e gleze
Hag a gav dit tec’hel ouzhomp-ni evel-henn ?
Me a fell din, a-raok ma tec’hi ac’halenn,
A ve war an daol-maen peurachuet al lid,
Ne c’hellomp reiñ dezhañ e hollc’halloud hep dit !

TALIESIN a denn e gleze ivez
Al lid-se, ur wech c’hoazh, a chomo dic’halloud
Mard eo ret deoc’h, evit e lakaat da dalvout,
Kaout va bolontez unanet gant ho re !
Nann ! biken na droin va youl da gement-se,
Ha renoñs d’e lazhañ koulz a ve deoc’h eta,
Peogwir ne dalvo deoc’h e varv da netra !

GWENC’HLAN
Va faotr, n’ouzez ket c’hoazh petra eo an Drouiz kozh !
Krediñ ’rez n’eus ouzhin nemet moged ha noz ?
Me a ziskouezo dit a zo luc’hed ha tan
Ennon, a-walc’h evit da’z pulluc’hañ dindan !
Drouized, krogomp ennañ d’e lazhañ war an eur !
Evel-se ne chomo en hon touez, o breudeur,
Treitour ebet da zinerzhañ al lid santel !
Warnout ’vo da gentañ esaet ar gontell !

UN DROUIZ gant e gleze a zifenn Taliesin
Hola ! Ne gredit ket n’eus amañ ’met un drouiz
Hag en defe heuget rak un torfed ken kriz.
Me ’dro a-du gantañ : biken ne c’houzañvin
A ve dirazon-me skoet Taliesin !

UN DROUIZ ALL ar memes tra
Ya, gant Taliesin emañ ar wirionez !
Eus da glevet, Gwenc’hlan, me ’meus bet spont ha mezh ;
Etre hon div galon me ’meus santet ivez
O terriñ al liamm gwechall skoulmet ken kre[ñv] !

UN TREDE evel an daou all
Gant hon dorn nag hor youl, biken, skoaz ne rimp-ni
Da ziwadañ Tremeur amañ, evel ur c’hi !
Ha pa’z eo ken digriz doueoù an taolioù-mein,
Dezho, gant Taliesin, ni hiriv a dro kein !

GWENC’HLAN
Petra a glevañ-me ? Perak ’on-me bevet
Keit all evit klevout ar pezh am eus klevet ?
Klevet mouezhioù drouized o sevel ’enep din,
’Enep din o sevel da vouezh, Taliesin !
An Drouized dirazon rannet e div rummad,
Gant tan-gwall ar veñjañs a verv o daoulagad,
Emañ o c’hlezeier ganto ’tre o daouarn !
En-dro din luc’hadenn an dir, trouz an houarn…
Eneoù an Drouized kozh, diwallerien ar vro,
Deredit amañ holl eus a beoc’h ar marv,
Da zistanañ o gwad hag o c’halon direizh !

TALIESIN
Paouez, te, da bediñ eneoù Drouized kozh Breizh,
Rak, ma komzfent hiriv, e rofent o mallozh
D’an neb en deus mesket, gant o c’hentelioù kozh,
Sorc’hennoù ken mezhus hag ar re ’teus bremaik,
Gant da c’henoù tromplus kredet deomp-ni kinnig !

Drouized kozh, ha n’eo ket hoc’h ene a santan
En eur-mañ, em c’halon o c’hwezhañ tez ha tan ?
Ya, ho mouezh a glevan, o tisklêriañ din sklêr
Ne zeu, eus muzelloù Gwenc’hlan, nemet gevier.

Tec’hel a reomp bremañ ; met pa vo deut an eur,
Ni ’vezo holl amañ evit difenn Tremeur,
Evit difenn ivez kredenn ar wirionez,
Evel ur mel trenket troet e gaou ganez.

Taliesin o kanañ, taer ha kreñv, war don Arzhur, troet war-zu Gwenc’hlan.

TON AN DISKAN
Etre da zaouarn ne gan ken,
Raou[l]et warni ar seizh kordenn,
O Drouiz Gwenc’hlan, an aour-delenn.

TON AR C’HOUBLAD o treiñ e gein da Wenc’hlan ’n ur ganañ dousoc’h
Met, war an avel a teu din,
Kan un delenn, ouzh he c’herden5
Mouezh sklêr an alc’hweder mintin.

DISKAN war-zu Gwenc’hlan
Sec’het he skourr hag he ruskenn,
Ar preñv, o krignat he gwrizienn,
Da zervenn gozh ’vrall ’us da benn.

TON AR C’HOUBLAD o treiñ e gein
Gwez nevez dre Vreizh en em skign,
Hañv-goañv glas evel gwez ivin,
O verañ outo mel ha gwin.

DISKAN war-zu Gwenc’hlan
A-raok mervel ’drek an dorgenn,
Da heol a horjell hag a gren
Dre hentoù an neñv o tremen.

AR C’HOUBLAD o treiñ e gein
Un heol nevez en oabl a bign,
O tistaol gor ha nerzh divin,
O gwazed Breizh, ’leizh hor peultrin.

Ha kuit gant e vignoned

GWENC’HLAN mantret
An taol-mañ ’yoa pell zo va spered o c’hedal ;
Kaer ’meus bet ober va bouzar ha va dall,
Ho krediñ a rankan, kannaded a varv,
E kavan deiz ha noz, a bep tu war va zro !
Ar gwad a c’houlennec’h, doueoù eus va spered,
Ne vezo ket skuilhet en doare ma’z eo ret !
Na vo ket graet al lid a dlee ho tiwall
Eus dremm falc’h an Ankoù, o traoù amzer gwechall !
O traoù an amzer gozh, o mein-hir, o derv,
Drouized ha doueoù, warnomp ’bar ar marv !

Hag a gan, war don Merzhin, bremañ trizek miz

Me a glev o tont, eus a-bell,
Ur c’hoabrenn zu ’giz ur sparfell,
Kurun ha tan he divaskell.

DISKAN
Sell, telenn aour, sell tal-ouzh-tal ouzhin,
Biz an Ankoù ’sko war da gerden.

Ul luc’hadenn forc’hek dindan
A-’stribilh evel ur skilf tan,
En he skeud ul labous a gan !

Dindan skilf tan ar sparfell du
Taolet eo d’an avel e blu[ñv],
Hag e gorfig paour e ludu !

O lavaret an diskan, e torr e delenn gant trouz.

GWALBRAN o kemer an delenn eus dorn Gwenc’hlan
O ! etre da zaouarn, torret an aour-delenn ;
Diouti en un taol freuzet ar seizh kordenn ;
Ar c’herden aour, steuñvet gant dorn an doueoù,
O chom e pep hini anezho speredoù !

RUZ-VARZH oc’h ober kement all
Seizh spered a veve e kerden an delenn,
Seizh doue o tiwall buhez ha gloar ar c’houenn !
Ha setu int freget ha diskoulmet o seizh !
Pelec’h ’oc’h-c’hwi tec’het, o diwallerien Breizh,
Pelec’h ’oc’h-c’hwi tec’het, speredoù meuleudius,
Pa’z eo torret ganeomp al liammoù nerzhus
A yoa eus o skoulmañ eus korfig an delenn,
’Vel ma’z eo ouzh e gorf skoulmet ene an den ?…

FRIAL oc’h ober kement all
Tavet an delenn aour, a lakaas an doueoù
Enni ar wirionez, mezur an eneoù ;
Mouget an delenn aour, a yoa he seizh kordenn,
War spered ar Geltied, o strinkañ sklêrijenn !
Gwelloc’h a vije bet e vije aet an heol
E gouelegoù6 teñval an neñvoù d’en em goll.

GWALBRAN
Hi eo a yoa buhez ha nerzh bobl Breizh-Izel.
P’eo marvet an delenn, ret ’vo d’ar bobl mervel !
Hag a vezo bemdez disteroc’h-disterañ
Gouenn nerzhus ar Geltied o tiskenn da netra !
Sked ebet eus ar vad o parañ war o zal,
Sked ebet eus ar gwir en o speredoù dall,
Hent ebet, d’o ene, digor dre an neñvoù,
’Vit mont a denn-askell da vro an eneoù !
Gwad ar c’houenn a vagas speredoù ken uhel,
Ne c’hano nemet tud, siwazh, muioc’h heñvel
Eus an anevaled, ’mañ o holl flijadur
O turial, diseblant, e-kreiz ar fank hudur ?

GWENC’HLAN
Hag an holl drougoù-se a skofe war ar gouenn
Dre faot gwad ur paotrig da c’hlebiañ va daol-maen ?
Kement-se ne vo ket ! Gwad Tremeur a skuilho !
Ha kentoc’h, gant va dorn va-unan, a ruilho,
Gant gwad ar paotr Tremeur, gwad c’hoazh kement hini
Ouzh bolontez an Drouiz a glasko enebiñ !
Konomor zo aze, dre ar c’hoad gant e dud,
Heñvel eus bleiz diboell a skrign, a red, a yud !
M’hen tou dit, Konomor, o bleiz kozh, n’ho pez aon !
Gwad az po da’z sec’hed, ha kig az po da’z naon !
Ha ma teu, daoust da se, galloud va doueoù
Da vezañ er vro-mañ kollet d’an eneoù,
Da vihanañ, daol-maen, ha mein-hir, ur wech c’hoazh
A zeredo warnoc’h puilh, druz ha ruz, ur wazh,
Ur wazh a c’hwad kristen, a-walc’h evit derc’hel
Ar soñj eus an Drouized ’dreuz ar c’hantvedoù pell.

Fin ar c’hentañ arvest


2 breolim, meule à aiguiser.

3 ur werzenn a vank.

4 neuñviñ

5 c’herdin

6 evit goueledoù ?