Eil arvest

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ar C’hourrier, 1906
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Er pennad kentañ eus an eil arvest, mignoned Taliesin a zo prest da fallgaloniñ ; met an Drouiz yaouank a ro dezho adarre nerzh-kalon da zifenn Tremeur.

En eil pennad, a welomp Konomor o tont gant Gwenc’hlan ; spontet gant ar remors, ar C’hont a refuz bremañ lazhañ e vab Tremeur ; plegañ a ra evelato da c’hourdrouzoù Gwenc’hlan, hag a dou skeiñ n’eo ket hepken Tremeur, met Taliesin ivez, hag e vignoned.

Setu ivez o tegouezhout, goude ma eo aet ar re-mañ kuit, Tremeur ! Teñval eo e benn ; rak klevet a ra ur vouezh en e spered o lavaret dezhañ a dle mervel evit prenañ, gant e c’hwad, eneoù ar Vretoned da Jezuz-Krist ; kaer o deus Armel ha Taliesin, ne c’hellont ket kas eus e spered ar c’hoant mervel !

N’eus nemet Sant Gildas, gant e gomzoù hag e oberoù burzhudus, hag a c’hellfe e saveteiñ.

Taliesin a en em daol dre ar c’hoadoù evit klask Gildas da saveteiñ Tremeur.