Mouezh ar c’hleier

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Mouezh ar c’hleier 
kinniget 
da eostig Koad-an-Noz 

Y.M. AR YANN 

Eostig koant, er c’hoad uhel, 
Te ’gan meuleudi Breizh-Izel, 
Me ’gar ivez, ma bro Arvor, 
Gant he sae vrug, he c’houriz vor, 
Min-Du a zo ur c’hi leal, 
Hogen ne oar nemet harzhal. 

war don : Emgann an Dregont 

Bim ! Baon ! Me zo strobineller ; 
Me ’oar petra ’gan ar c’hleier, 
Selaouit holl o mouezh santel, 
Ha sentit mat ouzh o c’hentel. 

Bim ! Baon ! Baon ! Kloc’h an ofer’n-bred, 
Lâret a ra :  » Hastet* ! Hastet* !    [hastit] 
Kalz ne zegouezhont en iliz, 
nemet en hanter an ofis ; 

Darn na reont nemet roc’hal 
Ha darn all (respet deoc’h), strakal, 
Trompilhat gant o div froen, 
Pe ribouilhat* o c’horzailhenn.    [gargouilhat] 

Ar baotred lemm, dindan o sav, 
A lugern ouzh ar plac’hed vrav, 
Gant ur sell flemmus, ar merc’hed 
A lavar dezho : kendalc’het*.    [kendalc’hit] 

Yann Bitoch* a glask, ’n e spered,    [pudask] 
Penaos gennañ e vignoned, 
Lakaat en e yalc’h ur bern kresk, 
Dre ar burzhud ouzh ar pemp pesk. 

Ar person moal zo barradus*,    [astucieux hervez Le G.]
E brezegenn zo moredus, 
Ar soubenn, hep mar, vo yenet, 
Hag ar patatez kaletaet. 

Ar c’haner kozh, Luk Totoro,
A vlej ’vel ur c’hole-tarv, 
Emberr e walc’ho e gorzenn*,    [gorzailhenn] 
Fant a lardo c’hwek e groc’hen. 

Bim ! Baon ! Un eured pinvidik ! 
Brall ar c’hleier ! C’hwezh d’ar muzik ! 
Div yalc’h bounner zo ’n em baret.
Ki ha kazh a zo bazhyevet ! 

Furnezh, gened, ha koantiri, 
Ne lakaont kaoter da virvi, 
Ar madoù-se, zo madoù paour ! 
Azeulomp, hepken, al leue aour ! 

Setu dimeziñ daou baourkaezh, 
Pilhoù ! Druilhoù ! Poan ! Dienez ! 
Man da fritañ ! Met paourentez 
E-leizh pillig ar garantez ! 

Ba ! Chaket a vo patatez ! 
Lakaet hanter zour ’barzh el laezh ! 
Doue a vev al loened mut, 
Truez en devo ouzh an dud ! 

Bim ! Baon ! Baon ! Ur vadeziant ! 
Ar bugelig, ma feiz, zo koant ! 
Hag ouzh e dad eo heñvel-tre, 
Fri e baeron ! ’neus koulskoude ! 

Gant an holen kriz, ma aelig, 
Ez eo ruziet da vuzellig : 
Er vuhez, enkrez ha daeroù, 
A gavi c’hoazh muioc’h c’hwerv ! 

Mar bevez kozh, war hon bern pri, 
Da ene c’hlan a vastardi, 
Da galon, ’lies, vo roget 
Gant drez ha spern, dre hent ar bed ! 

Bim ! Baon ! Brimballomp a nerzh-brec’h ! 
Miget eo Pav-krog, ar c’hrug-sec’h ; 
Ognon ! Kignen ! A zruilhadoù, 
Ken a strinko ur mor daeroù ! 

Tad un tiad bras bugale 
A zo galvet dirak Doue : 
An holl a wel, gant wir c’hlac’har, 
Ar c’hi a yud, war-lerc’h ar c’harr ! 

Bim ! Baon ! Petra na lâront ket 
E kement yezh ’zo dre ar bed ? 
Koulz ez eo din ’ta troc’hañ berr, 
Sart ’on… ’vel un teuzer kleier !