ar Miliner, ar vab hag e azen

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

  I 

Ur miliner – e vab henañ – 
(Daou c’henaoueg ar re washañ) 
A lakaas un deiz en o fenn 
Mont da foar Vre gant o azen. 

’Vit her mirout diskuizh ha sart, 
E stagjont e bevar zroad start, 
’Vel ma welit er marc’hadoù, 
Ar c’higer ouzh eren leueioù. 

Tremenet er stag ur grennenn*,    [ur berchenn] 
Krog an daou sod e pep a benn, 
’Vel m’hoc’h eus gwelet a-wechoù 
Er pardon dougen relegoù. 

Ar c’hentañ hini o gwelas 
A-greiz e galon a c’hoarzhas, 
« – Houmañ zo ur fars ar goantañ ! 
Al loen n’eo ket an azenañ ! »

– Ar miliner, un tamm toutek, 
A zistag e loen skouarnek ; 
Ar mab a bign war e c’horre, 
Dia ! Hu ! Hag a-raok adarre ! 

– Tri Normand en em gav ganto. 
« – Tra vrav ! – ’Me unan anezho, – 
Lezel da dad da veskañ pri ! 
D’an traoñ ’ta prim ! – Diskenn a ri ? » 

« – Graet a vo d’ho kiz, aotrounez. 
Diskenn, mab, – Me ’y-a war c’horre. » 
– Teir flac’h neuze a dremenas ; 
N’ouzon pehini a lâras : 

« – An hent zo lous, ar bale start, 
Skuizh bras ez out, paourkaezh krennard ! 
– Dieg kozh, brav eo dit aze, 
Digor da c’henoù ’vel ul leue ! » 

« – Kerzh gant da hent, boroderez, 
Ha serr da veg lous, ma c’hellez ! 
Da’m oad n’en deus ken a leueoù, 
Ejened ’int, – pe goleoù. 

– An tad a soñj, – ’velkent, – goude : 
« – Ar c’hagn a gomz gant gwirionez, 
Ma mab zo faezh, – se a weler. 
Deus amañ, paotr, war an talier ! 

– Ur pennad largoc’h, ur rumm all 
En em laka d’o c’haketal : 
« – Ho ! He ! Sell ’ta daou varmouz kaer, 
Kludet war un tammig gwiber ! 

Al loenig paour zo el langis ; 
Reudiñ ’ranko ! – De profundis ! – 
An daou babor ’deus soñj, hep mar,
Da werzhañ e groc’hen er foar. » 

« – Startik eo, – ’Me ar miliner, 
Malañ da c’hoant Paol, – da c’hoant Per, 
– Klaskomp koulskoude an ijin. » 
I da ziskenn diwar Varzhin*.    [anv an azen] 

Hag an azen, – ’vel un aotroù, – 
A gerzh disamm dre an hentoù : 
« – Tri azen gaer en ur bagad ! » 
« – Ya ! Azen ’on, eme an tad. » 

Un azen brizh, – un azen foll, – 
O klask ober da c’hiz an holl ; 
Me a raio da’m penn, bepred, 
Pe vin meulet, pe damallet. 

  II 

Bez damantus, – souchet, – seder, 
– Sot-naet, – fur bras, – pizh, – dismantrer, 
– Bourc’hiz, – aotroù, – soudard, – beleg, 
– Ennout e vo kavet abeg. 

Sent diouzhin – hag e ri mat, – 
Serr da skouarn, – Serr da lagad, 
Lez an dud sot da gaozeal 
– Hag ar chas tagnous da harzhal. 

  da Stefan La Garde, e Lokournan 
  Lez an dud sot da gaozeal 
  – Hag ar chas tagnous da harzhal.