al Louarn besk

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war don : Seziz Gwengamp 

    I 

Ul louarn kozh, bremañ zo pell, 
A gollas e lost er brezel ; 
Setu Alanig ar bourdoù 
Da brezeg enep al lostoù. 

« – Troc’homp ! Troc’homp ! hon strobelloù 
Mat da skubañ fank an hentoù ! 
Traoù disklenk hag a sac’h en drez, 
Ur c’hrog fonnus d’ar chas, lies. » 

Hola ! ’Me ur c’hamm, ma mignon, 
C’hwi a gomz flour ’vel ur person, 
Ya ! Me ’grenno ma stal… emberr, 
Distroit amañ ho talier* !    [hoc’h adreñv] 

    II 

Nag a bet louarn dilostet 
A zispriz ar vad n’o deus ket : 
Kriomp, warno, harao ! harao ! 
Ul louarn besk n’eo ket paotr brav. 

Pipi ’neus peurlipet e dra, 
War-bouez e benn, e yud bremañ ! 
Ar re binvidik zo daonet ! 
Alanig, te zo dilostet ! 

An dud desket, ’me Yann al Leue, 
A zo enoeüs, war ma feiz ! 
Komzit din ouzh an azened ! 
Alanig, te zo dilostet ! 

Jakez zo bet tenner, gwechall, 
Skeiñ a ra ’biou ’b’oe m’eo gourdall, 
Ar poultr, ’mezañ, zo dinerzhet. 
Alanig, te zo dilostet ! 

Klevit al lontreg, foeltr-bou’elloù, 
’B’oe ma’z eo poazh, tor ha stripoù, 
Na veul ’met an dour benniget. 
Alanig, te zo dilostet ! 

Bremañ p’eo moal, Mark Irvinenn, 
A gri : bennozh dit perukenn ! 
N’am eus, mui, na trousk na loened. 
Alanig, te zo dilostet ! 

Ur boc’h kozh, mogeded e fri, 
A lavar, ’n’un huanadiñ : 
N’eus ken koantiri na spered. 
Alanig, te zo dilostet ! 

Ar merc’hed, gwechall, oa flouroc’h, 
O daoulagad oa kalz lemmoc’h, 
O c’hoarzhadenn leun a c’hened ! 
Alanig, te zo dilostet ! 

Ur vrizh leanez, ur skrign-beg, 
A grozmol ’n’he muzell varvek : 
Ar baotred, holl, zo sarpanted ! 
Alanig, te zo dilostet ! 

Dilezit ar penterezhoù, 
Troit ho kein d’an ebatoù, 
Pa Satan warnoc’h zo stennet. 
Alanig, te zo dilostet ! 

Sellit, lern yaouank, en ho mesk, 
C’hwi ’welo kalz a vreudeur besk ; 
Grit skouarn vouzar d’o c’homzioù, 
Ha ne droc’hit ket ho lostoù ! 

  da Charlez Kervasdoue, kalon wir ha brec’h dir.