Da ziwezhañ
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
Da gimiadiñ, holl lennerien,
Kanerezed ha kanerien,
E lavarin, e berr gomzioù,
Pelec’h emañ ma fazioù :
Da gentañ e lavarin krenn
Ez eo bras-meurbet ma anken,
Pa n’em eus lavaret abred
Eo ar Fubuenn kinniget
D’an Aotroù Kervarker, den mat,
D’ar brezhoneg ken hegarat.
D’an eil e lârin, war bouez-penn,
Em eus tapet eus La Fontaine
Abeg kentañ d’ar fablennoù
’Zo em levr e kanaouennoù.
Koustus eo din hel lavaret,
Ha pell bras ez on bet nec’het
O klask an tu da zisklêriañ
Ma fazioù ar re vrashañ ;
Gwall vezhek on, pa lavaran,
Distaol ouzhoc’h a c’houlennan…