war don : ar Baradoz 

  I 

E gwarez an dommder, 
E red ur wazhig sklêr, 
Oa un oan dianket 
O terriñ e sec’hed. 

Emberr e tegouezhas, 
Dre wall, ivez d’ar wazh, 
Ur bleiz treut ha garv, 
Ar mac’her eus ar vro. 

Ar bleiz oa ur vleizez, 
War yun a zaou zevezh, 
Ur vamm a ranke bronnañ 
Tri vleizig ar frankañ. 

Al loen kriz, gant kounnar, 
A skrign dent, a lavar : 
« – Perak ’ta, preñv loudour, 
E fankez din ma dour ? » 

« – Itron ! ’Me an oanig, 
Me a zo ur c’haezhig, 
Plijit d’ho meurded 
Ma selaou, ma c’hlevet* :    [ma c’hlevit] 

Evañ ’ran dour avat, 
Dindanoc’h, dek kammad, 
Ha n’hellan kabouilha[t] 
Hoc’h evaj gant netra. » 

« – E gabouilhat a rez ! 
A droc’h krenn ar vleizez, 
Hag er bloaz tremenet 
’teus ouzhin drouk-komzet ! 

« – Penaos em bije graet ? 
Ma ne oan c’hoazh flutet ; 
War ma mamm o tenañ, 
N’on ket krog en daou vloaz. » 

« – Ma n’eo te, da vreur ’oe ! » 
« – Pennhêr ’on, war ma feiz ! » 
« – Un eo ’ta eus da dud, 
Gouenn milliget ha yud, 

Dañvadez, ki ha maout, 
Ar perc’henn, ar paotr-saout, 
C’hwi ’glask holl ma marv : 
M’hen talvo dit hiziv ! » 

Sailhat ’ra war an oan, 
D’e gas d’ar c’hoad da goan. 
Kaer en doe blejañ kre[ñv], 
Taget diouzhtu e oe. 

  II 

Digarez ar c’hreñvañ 
Zo bepred ar gwellañ. 
Petra ’dalv da bod pri 
Ouzh kaoter ’n em stekiñ ? 

  III 

Touzerien, tud touzet, 
Lonkerien, tud lonket, 
Maout dinerzh pe vleiz gouez, 
Ar bed holl zo ’vel-se. 

Ar bed all, a lârer, 
A vo d’an dud dister, 
D’ar re baour a spered. 
Nag a dud ’vo salvet ! 

  Digarez ar c’hreñvañ 
  Zo bepred ar gwellañ. 

  da Charlez a Vro-C’hall, barzh breuriezh Breizh