ar Raktres Daskor

Lakaat al lennegezh vrezhonek war wel

Savet hon eus ar raktres Daskor evit ma paouez al lennegezh vrezhonek da vout lezet er-maez eus lennegezhioù all an Europ ha gant… ar Vreizhiz o unan ! Anat eo : mont a ra pep lennegezh da gevrenn e sevenadur, kenkoulz hag ar sonerezh, kenkoulz hag an dañs… ha lakeomp koulskoude al lennegezh vrezhonek keñver-ha-keñver gant al lennegezh c’hall : n’anavezont ket ar Vreizhiz anv Narcisse Quellien, hag anavezout a reont ar C’hallaoued anv Victor Hugo, peurliesañ.

Ret eo anzav : dilezet eo bet meur a skrivagner kozh, ha lakaet eo bet meur a skrid du-mañ du-hont, siwazh. Ouzhpenn, klask a reomp meur a fiziad lezennel en aner, ar follennoù distag a zo aet da nijal gant an avel, evel just, ha n’ouzer ken pelec’h ’ta en em gav bremañ dornskridoù zo. E-barzh eo : poent-bras eo embann an oberennoù-se war internet, a-benn ma vezint skignet pelloc’h-pellañ.

Evel-se e c’hortozomp e vo miret ur pennad a-bezh eus hor glad. Ne dalvezo ket da galz a dra koulskoude, ha labour wenn hor bezo graet e gwirionez, ma chom c’hoazh ar glad-se hep bezañ rannet dre-holl gant an darn vrasañ ha… ganeoc’h-c’hwi da gentañ, tud vrav ! Tañvait ho plijadur (n’eo ket ken diaes ha tra, moarvat), hogen ne zalc’hit ket ar plijadur-se en ho kerc’henn hekpen, ha roit da c’houzout en-dro deoc’h !

ar Gevredigezh Daskor Breizh

Savet hon eus ar gevredigezh Daskor Breizh evit kas da vat :

1° Embannadur al levrioù war internet

2° Embannadur al levrioù godell

3° Embannadur ar skorioù a bep seurt (istorig al lennegezh vrezhonek, buhez an aozerien…)

Kinnig a ray marteze diskouezadegoù ha degouezhadennoù all a-zivout al lennegezh vrezhonek… kerkent ha ma vo kavet ar gwenneien.

Mard oc’h a-unan-kaer gant an dra-se (ha piv ne vefe ket ?), gallout a rit kas ur postel deomp evit reiñ an dorn, doare pe zoare, gant ma vo kinniget a-wir-galon.

Ur gevredigezh hep pal arc’hantus eo Daskor. Ne redomp ket war-lerc’h an arc’hant, ha digoust da virviken e vo ar skridoù (nemet al levrioù godell evel just).

Hon engouestl

Amañ hon eus sammet an engouestl-se.