ar Pok diwezhañ

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 25/03/1917
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    kinniget gant doujañs d’an tan Gouranton

Ar c’hanol kriz a ra e reuz war an dachenn,
An dir en un darzhañ ’ziframm koulz tra ’vel den ;
An aezhenn zo mougus gant ar moged, ar poultr ;
An tennoù bouzarus a seblant un tanfoultr
Dirollet da flastrañ, da zismantrañ ar bed :
Skeiñ a ra ar Marv ’vel falc’h o troc’hañ ed.

War-lerc’h ar reuz setu an dasorc’hidigezh :
Ar bed marv ’seblant adc’henel d’ar vuhez !
Ne glever mui nemet klemmoù ar c’hloazidi
Hag huanad skrijus an dremenvanidi...
Dre an noz damdeñval ’weler war ar blaenenn
Keflusk hanter guzhet ar gravazaterien.

E deun kleuz un dorgenn ur soudard zo stouet,
Ur beleg zo a-zioc’h d’un den kaezh mac’hagnet.
Eus ar gouli ar gwad a red, a red ruz-tan ;
Ar beleg ’wel ’tosta dezhañ an tremenvan,
Hag e ro d’ar gloaziad, a-raok dezhañ mervel,
Pardon Doue, an Nouenn. O, peoc’h al lid santel !

– Va Doue, grit ouzhin hervez ho polontez !
Ni zo ’tre ho taouarn ; deoc’h-hu eo hor buhez. –
Ar gwad ne red mui ken eus ar gouli digor ;
An nerzh a ya dioutañ. Emañ bremañ toc’hor ;
Hag ar beleg a ro d’ar muzelloù sklaset
Da boket ar groazig a denn eus e vruched.

                Telenn Aber