Gwelet hoc’h eus, ’hed an nozvezhioù,
Pa bar al loar hag ar stered,
Ar c’hornandoned er gwaremmoù,
Kendirvi d’ar c’horriganed ?
Ne lazhont ket an dremenidi,
Karet a reont avat farsal ;
Na zistroit ket diwezhad d’ho ti,
Ma n’hoc’h eus ket a c’hoant dañsal.

Klevit mat an dra burzhudus-mañ
Arruet gant Jakez, un nozvezh ;
D’ar bourk ez eas da brenañ bara,
Ur foultrenn tor a galz a bouez ;
Hogen, en un tavarn e chomas
Keit amzer dirak ur werenn,
Ma n’oa ket gwall abred pa zistroas,
Gant an dorzh pounner war e benn.

Arruet e gwaremm ar c’honikled,
Pell diouzh an tiez hag an hentoù,
E kouezh e-touez ar c’hornandoned
Añvet ivez ar viltañsoù ;
Kerkent en e zaou zorn eur kroget,
Ha Jakez, e-kreiz ar vandenn,
A rank, sentus, dañsal ha lammet,
Gant an dorzh pounner war e benn.

Kement e lammas hag e tañsas,
’Hed an noz, gant ar viltañsoù,
Ma teuas da ziskenn en e zivskoazh
E c’houzoug, e c’hroñch, e c’henoù ;
Da c’houloù-deiz an amezeien
A gavas Jakez en e za,
Nemet, o burzhud ! e-lec’h e benn
N’oa mui nemet an dorzh vara !

Setu neuze gwellañ ma c’hallent,
I, da sachel krenn war e vlev,
Gant fiziañs d’hel lakaat, evelkent,
Da vihanañ ma’z oa c’hoazh bev ;
Eus e c’houzoug n’o doa ket gallet
Diframmañ nemet an hanter,
Setu perak eo bet lesanvet
Er vro : Jakez ar c’houzoug verr !