Va-unan

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Devezhioù kaer an hañv, evel gwechall adarre, 
A laka levenez er galon, er maezioù, 
Ha koulskoude, siwazh ! me ’ranko, da bep beure, 
               Atav skuilhañ daeroù. 

Rak n’he gwelin ket mui, prim ha gae ’vel ul labous, 
O vont e-kreiz an heol, a-dreuz ar geot tener ; 
E kornig ar vered eo kousket bremañ, didrouz, 
               Va mignonez ken ker ! 

Ne c’hallin mui bremañ tañva plijadur ebet, 
Kalon ha daoulagad zo marv ’vit an douar ; 
Mont a ran d’ar vered, evel un den dilezet, 
               Da guzhat va glac’har. 

Ya, mont a ran alies war he bez da zaoulinañ, 
Abalamour n’eus ket en-dro din ur mignon 
Hag a deufe, dre druez, ur mare da vihanañ, 
               Da frealziñ va c’halon. 

Ral e soñjer, siwazh ! pa vezer el levenez, 
E gwalleur an dud all, en o foanioù skrijus ; 
Mignoned, koulskoude ra vezo c’hwek holl ho puhez, 
               Ra vezoc’h eürus.