Trelez, perlezenn Leon, ken koant gant stêr ar Saezh,
Gant un aod ken ledan, leun a reier, a draezh,
Siwazh ! gouelañ ’ran c’hoazh an amzer dremenet,
Amzer va yaouankiz, evit atav nijet.
Bugelig, war an aod pa reden, skañv, diarc’hen,
En un daoler en aer, er mor, maen ha krogenn,
E chomen en un taol, ’vel un den, da soñjal,
O welet ul lestr-tan o tremen er penn all ;
Rak en despet da’m oad, ar c’hoant bras da welet
Ar pezh a yoa larkoc’h a skuizhe va spered ;
E frailhoù reier uhel an avel o yudal,
A-us an houlennoù laboused o krial,
Ar goabrenn a stoke, du-hont, ouzh ar mor don,
Pep tra ’deue da lakaat da dridal va c’halon,
Hag ur vouezh, treizh moarvat, a grie din atav
Kimiadañ diouzh Trelez ha mont da redet bro.
Stêr ar Saezh, me ’gare, ken sklêr ez oa da zour,
Dont da sellet ennout, evel er melezour,
Evit gwelet va skeud, ken koantik o krenañ,
Pa deue gant an avel an dour da roudennañ !
Hogen, e ribl ar stêr evel e ribl ar mor,
D’ar vouezh treizh me ’zalc’he, siwazh ! va skouarn digor ;
Ar c’hoant bras da vezañ brudet ivez un deiz
A gemeras gwrizienn, ken don, e-barzh em c’hreiz,
Ma n’am boa ket gallet outañ pelloc’h herzel,
Ha me da vont en hent, digor va divaskell.
……………………………………………………….
O mouezh ! te ’lavare : « bugel leun a spered,
Evit chom er vro-mañ n’out ket hepken ganet,
Da ouiziegezh un deiz a dle reiñ dit ar brud,
Ha lorc’hek ac’hanout ’vezo Breizh ha da dud. »
O ! pegement ’oan diot, o soñjal e c’hallfen,
Evel ar pinvidig, paourkaezh, sevel va fenn,
O soñjal oa bremañ gwelloc’h tud war an douar,
Hag e tegemered ouzh taol ar paour Lazar !
Geier holl kement-se ! rak e-barzh er c’hêrioù
Em eus gwelet atav Lazar war an treuzoù,
En despet d’e c’hlac’har, ar pinvidig a-boan
Ma taole, gant dispriz, e zaoulagad warnañ ;
Dirak an aour ivez, priñs galloudus ar bed,
Ar barner a stoue, troet e gein d’al lealded.
……………………………………………………….
Mouezh, te ’lavare c’hoazh, em c’heñver atav treizh :
« Kemer delenn ar barzh, hep ehan kan a-leizh
Ar garantez dispar, ar feiz hag al lealded,
Hag e vezi meulet e pep lec’h, ha bepred. »
Siwazh ! va c’hanaouenn zo chomet hep heklev ;
D’ar re lorc’hek ha diot va c’han oa re c’harv,
Ne c’hallen ket kanañ ’vit c’hwezhañ youlloù fall,
Na mougañ va c’hounnar dirak un dra disleal.
Setu perak, atav, daeroù puilh a skuilhan,
Er paourkaezh barzh Gilbert, em gwalleur, pa soñjan.
……………………………………………………….
Delenn, va mignonez, perak chom er c’hêrioù
El lec’h n’eus Doue, nemet an aour hag ar youloù ?
Da’m bro Trelez, ganez, me ’fell din mont raktal ;
Eno ni ’gano c’hwek, pa glevimp o voudal,
E menez an Toupet, un avel yac’h er gwez,
’Hirvoud dour stêr ar Saezh a-dreuz haleg Pontlez,
Ha du-hont, en aod bras, e-harz tevenn Arvor,
A-dreuz ar reier uhel, ’krozmol an tarzhioù mor.