un Tech hudur
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Mallozh, mallozh warnout, ya, mallozh da viken,
Eus a berzh kement den en deus ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwashoc’h eget binim ar chas taget,
Poezon deuet, a-sailhad, eus a buñs an ifern,
A zev ar boull-galon, a vrein mel an eskern !
Ar grevusañ vosenn, ar gwashañ brezelioù,
A zo pell-bras da gaout niver da walleurioù ;
Te ’lazh gwaz ha maouez a-raok hanter an oad,
Hag ar pezh zo skrijus, da vinim, aet er gwad,
Eus ur rumm d’egile gwriziennet er gwazhied,
Eus ar vugale geizh a ra kornandoned.
N’eo ket hepken d’ar c’horf an tech hudur, siwazh !
A ra droug, euzh ha spont, d’an ene gwashoc’h c’hoazh,
D’ar re zo war ho tro, kerent ha mignoned,
Pere gant ho skouer fall en enkrez zo bepred.
Nag a diegezhioù kaer, n’eus ket pell c’hoazh brudet,
Gant tech ar vezverien a zo buan diskaret !
Nag a vugale fall, en ur en em vezviñ,
A ra mezh o c’herent en amzer o c’hozhni !
Rak tan ar gwin-ardant, a-boan ma sav d’ar penn,
Ma c’houezh ar youlloù lous e kof an den ouzhpenn.
Mallozh, mallozh warnout, ya, mallozh da viken,
Eus a berzh kement den en deus ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwashoc’h eget binim ar chas taget,
Poezon deuet, a-sailhad, eus a buñs an ifern,
A zev ar boull-galon, a vrein mel an eskern !