Son (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    War ton* La brise est douce et parfumée (dans Mireille)    [sic] 

Annaig, du-hont, gwel an oanigoù, 
Er geot tener leun a vokedoù, 
O taoulammet er pradoù glas ; 
Devezhioù kaer an nevez-amzer 
    A zistro c’hoazh, 
Ha kan al laboused a glever 
    Er c’hoadoù bras. 

Koantik e c’hoarzhont ar bokedoù 
Digor-bras a-zindan an Neñvoù 
Digoc’henn, lugernus ha glas ; 
Gant ur vouezh skiltr ar grilhed a gan 
    O son ken fraezh, 
En ur redet e-touez ar balan, 
    El lannoù bras. 
Daoust ha ni, gwir vugaligoù Doue, 
Ne c’hallomp ket ivez bezañ gae, 
Pa’z eo pep tra laouen er-maez ? 
Brec’h ouzh brec’h deomp eta, laouen-holl, 
    Er c’hoadoù bras, 
Evit en em garet e disheol 
    Ur vodenn glas. 

En em garomp mat, rak er bed-mañ, 
Daoust ha n’eo ket hon amzer gaerañ 
Pa n’hon eus nemet c’hwezek vloaz ? 
Bezomp, holl e levenez, hiriv, 
    Gant aon, siwazh ! 
Ne deufe falc’h trubard ar marv 
    D’hor skeiñ, warc’hoazh.