Hor skolaj, er c’huzh-heol, a skoe war ar maezioù, 
Ha diouzh an hanternoz, ouzhpenn, oa mogerioù 
Ken uhel, ma ne c’halle lagad ebet gwelet 
Kêr Lesneven, na skouarn trouz ar ruioù klevet. 
An nor, atav prennet, a yoa war ur ru strizh, 
Den o tremen enni, nag en noz nag en deiz, 
Da zeiz ar foar hepken, da lun, tadoù, mammoù, 
A lezed un nebeud da vont dreist an treuzioù, 
Hag en ur sal, a-gleiz, e c’hedent ar mare 
Da c’hallout ur pennad gwelet o bugale. 
Er skolaj oa daou borzh : war unan e weled, 
E tri renk, ar salioù ’vit ar skol, ar c’housked, 
Hag en ur c’horn, a-zehoù, delezioù* da bignat 
D’ur chapelig el lec’h, kent eget labourat, 
E taoulinemp bemdez, mistri-skol, bugale ; 
Eno, pedennoù c’hwek a save war-zu Doue. 
Dre zor vras an ti-kêr e kouezhed er porzh all ; 
O ! na me blije din ar porzh bras-se, gwechall ! 
Ar porzh-se yoa karet, a gav din, gant an holl, 
Rak e gwez uhel, en hañv, a roe deomp disheol. 
Ur voger, ur c’hael* houarn goloet holl ar zelioù, 
A yoa d’an traoñ d’ar porzh ; goude-se jardrinoù, 
Gant a bep seurt gwez frouezh e pere laboused, 
Eus ar beure d’an noz, a gane kaer-meurbet, 
Hep, dirak hor mistri, na spontañ, na nijal, 
Pa’z aent er vali* glas, sioul, da lenn o brevial. 
…………………………………………… 
 
Un deiz, o kimiadañ diouzh va skolaj karet, 
E lezis war va lerc’h mistri vat, mignoned 
          Pere ’ouelan, siwazh ! 
Taolet ha distaolet er bed ’vel un divroad, 
Eus mignoned ken ker ec’h ouzon, diwezhad, 
          Em eus dienez bras ! 
 
Siwazh ! neuze me yoa ken yaouank, ken dibenn, 
Ma n’am oa ket gwelet, e-touez mel va gwerenn, 
          Ivez ur vestl* c’hwerv ; 
Alies ar c’homzoù flour a guzh kalz ar c’heier* ; 
A-zindan ur mor sioul ar paourkaezh pesketaer 
          A c’hall kaout ar marv. 
 
Evel-se, va spered faziet gant kalz huñvreoù, 
pa’z is diouzh Lesneven evit redet broioù 
          Hag evit klask ar brud, 
Ne zaleen ket pell d’anaout em oa kollet 
Al levenez, ar peoc’h hag em boa selaouet 
          Eus ar bed ar vouezh yud. 
 
Evel-se, ken koantik a-zindan an Neñvoù, 
Ur stêr a ruilh he dour a-dreuz geot ar pradoù, 
          Skedus evel an heol, 
Betek ma’z en em gav war an aod da redet 
El lec’h e-toueznan traezh, eo kerkent kilharet*, 
          El lec’h ma ’ya da goll 
 
Meur a vloavezhioù zo tremenet abaoe, 
Met bemdez e soñjan, a vare da vare, 
          E skolaj Lesneven ; 
Hag evel pa welfen dirak va daoulagad 
An amzer dremenet ha va mignoned vat, 
          E lavaran laouen : 
 
O ! distroit a-nevez, va bloavezhioù ken kaer, 
Kalz re gaer marteze, ’vit bezañ bet ken berr, 
O ! me ’fell din : nijal dreist menez ha traonienn, 
Evit da’z kwelet c’hoazh,  skolaj Lesneven ! 
Klevet va mistri-skol o komz eus Rom, Athen, 
O tiviz e daou yezh Siseron, Demosthen. 
 
Me ’lavar… met kerkent e klevan en heklev 
Ur vouezh o c’hoapaat, o respont “kenavo, 
          Kenavo da viken ! 
Ar pezh ec’h eus kollet, zo kollet evit mat, 
Ha ne dle chom ganez mui nemet kalonad, 
          Mui nemet an anken ! 
 
…………………………………………… 
 
Kenavo da viken eta, peogwir eo ret, 
Amzer va yaouankiz, va gwellañ mignoned 
          Ha va mistri karet ; 
Kalz ac’hanoc’h bremañ marteze zo marv, 
Em skolaj marteze ne gavfen, en distro, 
          Mestr na mignon ebet. 
 
Met n’eus forzh e pe lec’h hoc’h aet ivez bremañ, 
Em c’halon e talc’han ar fiziañs ar vrasañ 
          D’ho kwelet un devezh, 
Rak holl ’omp bet maget gant laezh ar feiz kristen ; 
En despet d’ar marv, skolaerien Lesneven 
          Ne gollint ket ar vu[h]ez. 
 
…………………………………………… 
 
C’hwi pere zo bremañ pleget war an taolioù 
El lec’h ma labouremp, o c’hwi, bugaligoù 
          Ken dinamm a galon ! 
Deskit kement kentel a zispleg ho mistri, 
Evit gallout un deiz ouzh an droug enebiñ, 
          Gant nerzh vras hag hep aon. 
 
Ho yaouankiz a zo ’vel an nevez-amzer, 
Dirak ho taoulagad pep tra zo bremañ kaer, 
          Kement tra zo laouen ; 
Labourit ’vit herzel ouzh an amzerioù kriz 
Ho pezo da dremen, rak al luc’hed un deiz 
          A lintro dreist ho penn. 
 
Hag eveldomp, d’ho tro, c’hwi ’vo trec’h d’ar youlloù, 
C’hwi ’vezo ’vel reier pere, dindan tarzhioù, 
          A chom sonn, hep krenañ, 
E-lec’h bezañ, siwazh ! ruilhet ha diruilhet 
Evel meinigoù skañv pere ne gavont ket 
          Netra d’en em harpañ. 
 
Ya, kredit ac’hanon, un deiz ar soñjezon 
Eus skolaj Lesneven a roy de|oc’h kalon 
          Da zalc’her d’ho kredenn ; 
Gant ho mignoned ker ec’h en em weloc’h c’hoazh, 
E disheol ar gwez u[h]el ha glas eus ar porzh bras 
          En ur ziviz laouen. 
 
Meur a wech e soñjoc’h en ho mistri karet 
Pere, ’vel tad ha mamm, o deus de|oc’h desket 
          Bezañ mat ha nerzhus; 
Hag a-us an aoter, e weloc’h er chapel, 
Digor bras he divrec’h, evel ’vit ho kervel, 
          Ho Mamm karantezus !