E skol va farrez
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
A-boan me yoa ken uhel ha botez un archer,
Ma’z oan kaset d’ar skol evit deskiñ galleg,
Rak eus ar yezh-se c’hoazh ne gouien ket ur seurt ger,
Ne gouien evel va mamm, nemet ar bezhoneg.
M’ho pije va gwelet diskabell ha diarc’hen,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzhet,
Va genoù, digor bras, e pep lec’h e sellen,
Gant em fenn daoulagad ur bugelig dianket.
Renket ouzh ur voger, evel ar soudarded,
Tro-war-dro d’an ti-skol, me ’wele taolennoù
Warno livet e du pep seurt anevaled
Gant an aotroù skolaer anvet lizherennoù.
Met ne chomis ket pell ur c’hrouadurig gouez ;
Soñjezonoù nevez a deuas buan em spered ;
An anevaled du, kentoc’h hag eizh devezh,
A yoa deuet da vezañ va brasañ mignoned.
Ma vijen bet ken fur ha m’oan mat da zeskiñ,
N’em bije ket skubet an ti-skol d’ar pardaez,
Met evel m’oan dibenn, ha ma karen c’hoari,
Em eus skubet, siwazh ! leur an ti-skol alies.
Biskoazh n’em eus klemmet o chom e pinijenn
Da c’houde bezañ graet ur farserezh bennak,
Leñvet em eus avat o kaout ar simbolenn
Evit komz brezhoneg ; goulenn a rit perak ;
Ra zigoro Sant Per din dor ar baradoz,
M’em eus her gounezet dre gement a zaeroù ;
Met penaos pardoniñ d’an aotroù skloaer kozh
Da’m bezañ kastizet ’vit komz yezh hon tadoù ?