Du-hont, en Afrik ar c’hreisteiz,
E veve didrouz, e frankiz,
Ur bobl nerzhus hag a galon,
Warnañ pa gouezhas ar Saozon.

Gant un nerzh vras, unan ouzh dek,
Hep ehan, ar bobl kalonek
Ouzh ar Saozon a gred herzel ;
Frankiz ! emezañ, pe vervel !

En ur welet kement a nerzh,
Kement a lealded er Boers,
D’an Transvaal e ya Frañsizien,
Villebois-Mareuil en o fenn.

Villebois zo pinvidik-bras,
Tad d’ur plac’hig a bemzek vloaz ;
Eürus e c’halle bezañ
En e vloavezhioù diwezhañ.

Met Villebois-Mareuil n’eo ket
Un den hag a c’hall chom kousket
E-pad ma lazhont, forbaned,
Bugale kement ha merc’hed.

Kenavo, merc’h ! kenavo, Frañs !
Hag eñ en hent, leun a fiziañs
En e [c’h]ouiziegezh, en e nerzh,
Evit difenn gwir ar Boers.

Noz-deiz, e penn e soudarded,
E kouezhe war ar forbaned :
Nag a bet kant, e Colenso,
En deus terc’hennet* anezho !    [evit terkennet ?]

Siwazh ! war dachenn an emgann
Ez eo skoet, gant un tenn forban ;
Met da c’hwad, en Afrik skuilhet,
O Villebois ! n’eo ket kollet.

Da c’hwad, soudard nerzhus Frañs,
Da viken a grio VENJAÑS !
Rak, en despet d’ar Saozon kriz,
Bevet ar gwir hag ar frankiz !