ar Rozell
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
war ton* Son ar c’hafe [sic]
Pa zistroas Fañch d’e vro,
Ne gouie mui brezhoneg,
Ne gouie, war e veno,
Nemet chaokat galleg.
Edeur gant ar gwinizh,
El leur p’en em gavas,
Hag evel ur bourc’hiz
Fañch, lorc’hek, a stouas.
Hag an holl sebezet,
Dirak kement a stran,
Buan-ha-buan da redet
Evit diviz gantañ.
D’ar gentañ prezegenn
E klask digarezioù,
En ur hejal e benn,
Digor-bras e c’henoù.
Ne c’hallan ket krediñ,
A lavare Biel,
Mastin, ne gouifez mui
Anv forc’h ha rastell.
Lavar da vihanañ,
En ur glask en da benn,
Petra ’c’halver houmañ
Graet gant un tamm plankenn ?
Fañch a stok er blankenn,
Oc’h ober arvezioù,
Ha troad ar benveg, krenn,
A lamm ouzh e c’henoù.
Neuze Fañch e kounnar,
Diouzhtu da lavaret,
Oc’h e zaoler d’an douar,
Sapre Rozell daonet !
Ar rozell a ziskouez,
Da gement den lorc’hek,
Ne dleer ket kaout mezh
O komz e brezhoneg.