Pichon
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Pichon, a lavare va zad,
A yoa glas en e yaouankiz ;
D’ar foar, kerkoulz ha d’ar marc’had,
Pa’z aen gant sac’hadoù gwinizh,
An holl a chome sebezet
En ur welet ul loen ken kaer ;
Ma n’em bije ket her c’haret,
Pichon a ve bet gwerzhet ker.
– Ma n’oa ket falvezet da’m zad
En em zizober eus Pichon,
Me ’gav en doa graet un dra vat,
Rak n’oa ket, e giz loen limon,
Loen all ebet er Finister
Evit, eveltañ, dibradañ
Hep mouzhat, en un taol kolier,
Ur c’harrad eus ar re vrasañ.
Me n’em eus ket anavezet
Pichon, p’oa c’hoazh glas e vlevenn ;
Her gwelet em eus atav troet,
Kozh-kenañ, ha gant ur blev gwenn ;
Met a ne veze sternet mui,
Da vihanañ, betek mervel,
En deus bet atav da beuriñ,
Ivez atav leun e rastell.
Karet oa gant bras ha bihan.
Eürus e ven c’hoazh hiriv,
Ma c’hallfen gwelet c’hoazh anezhañ
Kozh-kenañ evel kent, ha bev.
– Met ur vintin, pebezh anken,
Pebezh glac’har ha rann-galon,
Pa welis, e harz e speurenn,
Marv-mik ar paourkaezh Pichon !