Paotred ar bezhin-tonn
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Ar mor a lamm dreist ar reier
Ar c’hoabr zo leun a luc’hed,
Kezeg, er-maez eus ho kreier,
Kemeromp hor c’hrog, paotred.
An noz a zo yen ha teñval,
Kazarc’h zo gant ar barroù,
Met an avel a c’hall yudal
Pa vez bezhin a-vernioù.
Ar bezhin a zo da gentañ
Teil karet ar Arvoriz,
Rak hep bezhin n’ez eus netra,
Na patatez, na gwinizh.
Deomp er mor betek ar gerc’henn
Ha krogomp holl, a-zoare,
Ma’z ay dek gwech war an tevenn
Ar c’harr, a-raok ar beure.
An traezh gant ar gorventennoù
A stag ouzh hon divesker,
Ne garomp ket dougen leroù,
Kroc’hen hon eus evel ler.
Dindan an dilhad n’eo ket klouar,
Pa vez gleb, lost ar roched,
War ar bragez, o vont d’ar gear*, [gêr]
Ne vez ket hanter sec’het.
Met perak ober arvezioù ?
Daoust ha n’omp ket tud kalet ?
N’omp ket kizidik ouzh ar riv,
An douar a vezo teilet.