Tri bloaz en deus Paolig, abaoe miz genver,
Ouzh an daol ec’h azez bremañ, koulz hag ur gwaz,
Met ’vit tizhout ar pod, e vrec’h a zo re verr,
E vamm a vesk eta yod en e skudellad laezh.

N’eo ket figus nemeur ar Paolig, mab da Ber,
Leun al loa veuz ar yod, eus ar skudell er-maez,
A zo stlapet gantañ, a-dreuz hag a-benn herr ;
Met en e gornailhenn ne rinkl ket holl, siwazh !

Hag ar pezh ne ya ket, avat, en e c’henoù,
Zo stag ouzh e zivoc’h hag ouzh e vuzelloù,
War e vruched ivez e kouezh ul lodenn vras.

Koulskoude, den en ti n’her gourdrouzo biken
D’her gwelet gant ar yod hag al laezh digempenn,
Rak ar glanded a verv en e zaoulagad glas !