Sell mat, paotr an alar, rak an erv zo kamm,
Toull amañ, tort du-hont ; soc’h an alar a lamm.
Mousig, dalc’h tost Pichon, diwall da vont a-gleiz,
Rak Bouji da vleiner, a welan, zo direizh.

Jakez, paotr an alar, pe lec’h emañ da benn ?
Perak e tiskrogez pell diouzh al letonenn ?
Ha te Mousig penn-skañv, perak ’out aet a-dreuz,
E lec’h bezañ bleinet eeun betek ar c’hleuz ?

Ne ven ket sebezet e ve Yann e kounnar,
Rak gant al lodenn-benn, pa ziskrog an alar
Keit diouzh al letonenn, e ranker hast afo,
Palat, a-raok ma vez ar c’hezeg en distro.

Krogit hep holl alan, krogit start, Fañch ha Per,
Ma chomit da dermal, damdost ’vefot re verr ;
Taolit a-leizh ar bal an douar a vruzunoù,
Buan, ’vit ma ne vo ket al loen war ho seulioù.

N’eus nemet Alanig ha ne ra ket e lod,
Nerzhusoc’h e vefe ma karfe debriñ yod,
Ne dalv ket ar butun a zev dindan ar c’harzh,
Pec’hed e ve d’e goan reiñ dezhañ kig ha fars.