E-kreiz ur vodenn lann, pemp labous, en un neizh,
Digor o daoulagad abaoe gouloù-deiz,
A c’hed didrouz o mamm aet, kerkent ar beure,
Da glask un nebeud boued evit he bugale.

        DISKAN

    Bugaligoù, na rit ket a vrezel
    Biken d’al laboused,
    Soñjit, p’edoc’h gwechall en ho kavell,
    Gant ho mamm ’oac’h karet.

En un taol er gwaremm e lamm bugaligoù,
Bugaligoù fallakr, dibouferien neizhioù ;
Al labousigoù keizh, a-boan ma’z int marblu’et*    [evit marbluñvet] 
Ma’z int eus o bodenn, neizh hag all, diframmet.

Setu boued leun he beg, serederik ha laouen,
Ar vamm o tont bremañ, du-hont, ’hed an draonienn ;
Ober ’ra troioù kamm, evit en em guzhet,
Ha gallout mont en neizh, hep bezañ bet gwelet.

Evit ar vammig kaezh, siwazh ! pebezh anken,
Pa wel ez eo laeret an neizh eus ar vodenn !
Hag abaoe, noz-deiz, a-us d’ar bodennoù,
Hep ehan ha truezus e klever he c’hlemmoù.

Mamm baour[,] ne c’halli mui gwelet da’z laboused,
A-dalek ar mintin emaint en ur gaoued ;
Kouik… da’z kervel a reont, en ur grenañ gant aon,
Hag o beg a zigor gant ar sec’hed, an naon.

Siwazh ! re yaouank ’int evit gallout bevañ,
Rak ne ouzont ket c’hoazh na debriñ, nag evañ.
Bugale griz, warc’hoazh o gweloc’h o vervel,
A-raok m’o devezo pluñv war o divaskell.