Min-Du
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, P. Gadreau, 1902
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Adalek ar mintin, da foar vras Lesneven,
Al leue bihan a zo dispartiet diouzh e vamm,
Hag abaoe, Min-Du, teñval-meurbet he fenn,
Ne ra nemet blejal ha ne beur ket un tamm.
Paotr ar saout, nec’het bras, ne c’hall ket he diarbenn,
Rak en despet dezhañ, dreist kement kleuz e lamm ;
O klask e leue bihan er menez, en draonienn,
E red ’vel penn-follet, a-hed ar straedoù kamm.
Man ! man ! man ! a respont truezus-holl an heklev,
War ribl ar pradoù glas, e-kreiz ar c’hoad derv
Eus al lec’h ma tec’hont al laboused, spontet.
Man ! man ! man ! a glever c’hoazh, ’hed an noz, er c’hraou ;
Ha betek ar beure, Min-Du, gant he c’hlemmoù,
Ne lez ket, ur mare, tud an ti da gousket.