Merzherez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

He c’herent a vezo kastizet hepdale 
Da vezañ bet, siwazh ! ken kriz en he c’heñver ; 
Annaig a goll bemdez he yec’hed abaoe, 
Ha n’o devezo ket danvez-bras ar pennhêr. 

N’he deus ket disentet ; met he c’halon dener 
A zo bet ken rannet, ma ne bareo morse ; 
Biken evit arc’hant ar galon ne werzher, 
Pa vez ar garantez gwriziennet en ene. 

O ! perak hon eus bet en em welet un deiz, 
En em garet kement ? perak hon eus bet feiz 
Er blanedenn fallakr, e levenez an douar ? 

Eviti me ’c’houlenn, o va Doue ! trugarez ; 
Ro da’m muiañ-karet yec’hed ’vit chom e buhez, 
Ha gra din-me mervel, en he lec’h, er glac’har.