Ur vintinvezh, da foar vras Lesneven,
Ar paourkaezh Tom a dorras e chadenn.
Hogen e vestr, a-dalek ar beure,
A yeas en hent, gant ul loen, d’ar foar-se.
Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
O vont er straed, etrezek an hent bras.
Teñval e benn, hag e lost war ziskenn,
En ur c’houesa[at], setu da Lesneven
Eñ da redet ; buna ec’h en em gavas,
Lous e vlevenn gant poultrenn an hent bras.
Pell e klaskas a-dreuz, a-gleiz, a-zehoù,
E zaoulagad beuzet gant an daeroù,
Pa deuas kerkent ur fallakr da grial ;
Harz ar c’hi klañv ! Bazhad d’an aneval !
En un taol kont, evel ar chas taget,
Ailhevoded warnañ a zo sailhet.
Yudal a ra, rak ar bizier, ar vein,
A gouezh skrijus, a bep tu, war e gein.
Gallet en deus evelato tec’het ;
Er-maez a gêr, leun-wad ha mac’hagnet,
Ez en em stlej, a-dreuz an dachennoù,
Faoutet e benn, er-maez e vouzelloù,
Gant, war e lerc’h, an holl ailhevoded.
Setu kuzh-heol, en un dachennad ed,
Ar paourkaezh Tom a deu d’en em astenn,
Kuzhet da vat e-touez ar greun melen.
Un nebeud c’hoazh ha mui ne vezo klañv.
Pep tra bremañ zo ruz en-dro dezhañ :
Ruz-tan ar gwad dindan e vouzelloù,
Ruz ar roz-ki, ruz ouzhpenn an neñvoù.
En-dro dezhañ pep tra zo sioul ivez :
Al laboused ne ganont ken er gwez,
Hag en neñvoù, pa sav skedus al Loar,
E-pad ma kousk muntrerien kriz ar foar,
Ar paourkaezh Tom a zo kousket d’e dro,
E zaoulagad prennet gant ar marv !