Atav Fañch, en e yaouankiz,
A yoa bet un den a skouer vat,
Karet-kenañ gant e genvroiz,
Evel m’oa bet karet e dad.

Setu perak e timezas
D’ur bennhêrez yaouank ha koant,
Rak gwelloc’h eo dibabañ gwaz
Gant furnezh, eget gant arc’hant.

Ken eürus e vije bet
’Hed e vuhez, en e vereri !
Met siwazh ! ur pardaez, touellet,
Ez en em daolas da c’hoari,

Da c’hoari gant Yann ar Mezvier,
Un amezeg, brudet er vro
Evit bezañ brasañ lonker
Eus ouzhpenn dek lev tro-war-dro.

O tont eus ar bourk, un nozvezh,
Yann a varvas gant e gofad,
Met pleg ar mezvier a zo diaes
Da lamet, ur wech aet er gwad.

E-lec’h dont da vezañ furoc’h,
Goude marv Yann ar Mezvier,
Fañch a lonke bremañ gwashoc’h,
Muioc’h eget ker glabouser.

Ha stal Fañch a yae da stalig,
A-nebeud, feurm ar bennhârez,
Oe gantañ gwerzhet holl, prestik,
’Vit kenderc’hel e lonkerezh.

E bried kaezh hag e vugale
A vije bet er baourentez,
Pa falvezas un deiz da Zoue
Ouzh an dud keizh kemeret truez.

Un nozvezh, Fañch, mezv-meurbet,
Hag ar glaourenn leun e c’henoù,
A yoa, gant gadig ar vered,
Bet dianket e-touez ar bezioù.

Pa deuas gouloù-deiz, ar c’hloc’her
A gavas astennet, d’e dro,
Fañch, a-dreuz bez Yann ar Mezvier,
Gant e gofad ivez marv.

O Bretoned ! va mignoned,
Tec’hit krenn diouzh ar vezverien ;
Ar vezventi, siwazh ! er bed,
A gas kement tra da dorgenn.

It d’ar gêr goude gousperoù,
Hag evit hepken chistr yac’hus ;
Ho pried hag ho pugaligoù
Evidoc’h ’vo trugarezus.