En ur soñjal em yaouankiz
Hag em bro gaer ha karet,
E taolan ur sell war va c’hiz,
Gant ur galon glac’haret ;
Gwelet a ran, noz ha beure,
E lojennig ar menez,
Va mamm, evit he bugale,
O pediñ gant karantez.

Pa vez dister ur bugelig
Ez eo diaes bras da sevel,
Me yoa, siwazh ! gwall reuzeudik,
Atav war-nes da vervel ;
Da va disterañ klemmadenn,
Va mamm a veze gwelet,
He c’halon beuzet en anken,
En un taol, o teredet.

E-kichen va c’havell alies
(Me ’gav din he gwelet c’hoazh)
Pell bras e veze war evezh,
Hep en em skuizhañ biskoazh,
Ya, betek ma vije prennet
Gant ar c’housk va daoulagad,
’Hed an noz e vije chomet,
Atav dihun, va mamm vat.

Nag a gerent, a vignoned,
Hon eus karet war an douar !
A-boan er-maez eus ar vered,
M’hon eus mouget hor glac’har ;
Met, da viken ’barzh em c’halon,
Un dra ’chomo gwriziennet,
Bepred don bras : ar soñjezon
Eus va mamm muiañ-karet.