Lireuenn he bez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Pevarzek vloaz a zo m’he deus va mignonez 
Kimiadet diouzh an douar ’vit palez an Aelez, 
War he bez, ’vel bep bloaz, da zevezh he marv, 
Gant ur galon rannet e taoulinan hiriv, 
E skeud al lireuenn em boa laket en douar ; 
Bihanig oa neuze, bremañ brankoù dispar, 
War un troad uhel ha tev, zo goloet a zelioù 
Pere zo kurunet, koantik, a-vokedoù. 
A-dalek ar mintin, gwenan eus tro-war-dro 
A sun, dindan an heol, ar mel c’hwek anezho. 
M’eo kaer al lireuenn, ma kresk buhan ha nerzhus, 
Eo dre va c’harantez, dre m’on bet aketus 
D’he c’hempenn, hep ehan, evel ’vit he bugel 
Ur vamm vat ha tener a gempenn ar c’havell. 
Koulskoude m’eo ken kaer, n’eo ket hepken va foan 
Ha va c’harantez vras zo kiriek, a gredan, 
Ret oa dezhi bezañ dispar, al lireuenn, 
Rak e kalon Annaig he deus graet he gwrizienn.