war ton* a-vihanik em eus pec’het    [sic] 

An erc’h a zo deuet da deuziñ,
Ha kerkent, en holl pradoù,
Ar geot da sevel a-zevri,
Da ziwan ar bokedoù.

Al labourer, drant en e za,
A zigor dor e lojenn,
Rak al laboused, o kanañ,
Her galv da vont d’e dachenn.

Al labourer ivez a gan,
Rak e galon zo laouen,
O kerzhet a-dreuz ar balan,
E mogidell an draonienn.

Ar werelaouenn lugernus
A chom, betek ar beure,
A chom, betek an Añjeluz,
Da gomz dezhañ eus e Zoue.

Da c’houloù-deiz, an alc’hwedez
A nij uhel dreist ar maezioù,
Pedenn al labourer ivez
A sav betek an Neñvoù.

Ha nerzhusoc’h gant ar bedenn,
’Hed an deiz, al labourer,
A labour kement ha daou zen,
Hep soñjal en e skuizhder.

Evel-se me ’lavar deoc’h :
Nad it biken war-zu kêr,
Rak n’ez eus den eurusoc’h
Eget al labourer-douar.