A bazioù prim hag hir kement bloaz a dremen,
Amzer griz ar gozhni zo damdost din siwazh !
Em blev, gwechall ken du, meur a vlevenn zo gwenn,
Bec’h ar bloavezhioù zo pounner ’vit va divskoazh.

Dizale me ’ranko kimiadañ, gant anken,
Diouzh ar c’hoadoù derv, diouzh an draoniennoù glas,
Va daoulagad prennet ne c’hallint gwelet ken
Ar mor o lammet uhel dreist reier an aod bras.

M’em eus kement a geuz o tilezel an douar,
Ma’z eo va c’halon baour rannet gant ar glac’har,
O soñjal eo ken tost ar mare da vervel,

N’eo ket n’am befe mall da welet va C’hrouer :
Aon em eus na ve ket ar Baradoz ken kaer
Eget va bro Trelez, perlezenn Breizh Izel.