Diskabell evel diarc’hen,
Bugelig gae pa reden
Er c’hrinenn leun a vokedoù,
Va c’halonig a dride,
En ur wezenn pa gane
Rouanez ker an hañv, ar goukou.

Ouzh brec’h va muiañ-karet
A dlee bezañ va fried,
Pa zistroen eus ar pardonioù,
Va c’halon, kreñv, a lamme
Em c’hreiz, bep gwech ma kane
Rouanez ker an hañv, ar goukou.

Met abaoe, war an douar,
Em eus bet meur a c’hlac’har,
E-kreiz ar grevusañ poanioù ;
Dilezel a ran va foan,
En ur mare, pa glevan
Rouanez ker an hañv, ar goukou.

Eus a wezenn da wezenn,
Koukou, laosk da ganaouenn,
Dindan an neñvoù ken skedus ;
D’ar galon e levenez
Ha d’ar galon en enkrez,
Da ganaouenn zo dudius.