ar C’horriganed
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer,
E-kreiz an nozvezhioù teñval,
Pa lamm ar mor bras dreist ar reier,
Pa vez an avel o yudal,
Klevet hoc’h eus, en traoñ d’ar menez,
Ur jabadao ken kounnaret,
Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ?
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar bodennoù,
En ur zañsal, en ur ganañ,
Ez eont da glask er wenodennoù,
Un tremeniad evit lazhañ ;
Diwall, diwall paourkaezh tremeniad,
Rak ganto ma’z out dizoloet,
Evit redet ez eo diwezhad.
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
E zaoulagad a deu da zrelliñ,
Hepdale ne wel ket an hent,
Ne ra neuze nemet treiñ, distreiñ,
Ha gant ar spont e skrign e zent ;
Rak en ur c’helc’h ledan, ar vandenn,
En-dro dezhañ a zo bodet,
Emañ kabestret gant o chadenn,
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
Ar c’horrigan-bras a daol ur sell,
En ur c’hoarzhin, war ar paourkaezh ;
En e zorn eo digor ur gontell,
Gant gwad un all ruz-tan eo c’hoazh :
Hag e-kreiz trouz ar mor, ar gurun,
E kriont holl : « ra vo lazhet !
Rak keit amzer zo ma’z omp war yun ! »
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.
Gant un taol kontell, en ur vodenn
Eo diskaret war e c’henoù ;
Ken buan ’int deuet en un anduilhenn
E galon hag e vuzelloù ;
Ha d’ar mintin eus an tremeniad,
Hepken, setu zo bet kavet :
E dog ledan hag votoù koad.
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.