En ur gwaremm alaouret
Gant bleuñv melen al lann,
Ar c’honikl a zo ganet
Etre daou skourr balan ;
Puchet ez eo ken bravik
War ur gwele raden,
Hag e benn zo ken koantik
Gant daoulagad melen !

Her gwelet ’ran a-wechoù,
Kerkent deuet ar beure,
O redet er c’hrinennoù,
Ken seder ha ken gae !
Mat a ra lammet, c’hoari,
P’en deus, evit netra,
Ar geot tener da zebriñ,
Ar glizh evit evañ.

Eürus e-pad c’hwec’h miz,
E-kreiz e rouantelezh,
En deus bevet e frankiz,
Hep anaout an enkrez ;
Hogen un devezh, siwazh !
Evitañ pebezh gwall,
En e gwaremm pa glevas
Ur rumm chas oc’h harzhal.

Bremañ n’eo mui ken kuzhet
E-touez ar bodennoù,
Ar chas o deus her c’hwezhet
Em’int war e roudoù ;
Dreist ar c’hleuz, evit tec’het,
E lamm er wenodenn,
Kerkent ez eo diskaret,
Marv-mik, gant un tenn.

Emañ war daol ar c’higer
Ar c’honikl, evit mat,
Astennet e zivesker,
Teñval e zaoulagad ;
Achuet en deus da lammet,
Hag e-verr, evit koan,
E vo poazet ha fritet
War ar bilig-vihan.