Laboused koant ar c’hoad, ehanit da ganañ,
Bezit truez ouzh anken hag ouzh glac’har ho mignon,
Kuzhit ho levenez, hiriv da vihanañ,
Va lezit da vervel, hep kreskiñ va rann-galon.
           Rak ned in ket hiviziken,
           Gant levenez, e-skeud an delioù,
           Da c’hourvez e-harz ur wezenn
           Evit klevet ho kanaouennoù.

Gwez a garen gwelet glas, d’an nevez-amzer,
Dindan avel an hañv a-boan ma teuec’h da fiñval ;
Evit diskouez warc’hoazh ho kañv d’ho mignon kaer,
Lezit un avel greñv en ho skourroù da voudal.
           Rak hiviziken ned in ket
           E-harz ho troad, dindan ho telioù,
           D’en em astenn evit klevet,
           A-dreuz deoc’h, pep seurt hirvoudoù.

Stêrig arc’hant ar prad, sklêr ’vel ur melezour,
Gwelet a raen va skeud ennout oc’h en em draezhañ ;
Dindan ur goabrenn zu ra vo teñval da zour
Warc’hoazh, pa lavarin adiev da vuhez ar bed-mañ.
           Hiviziken, er geot livrizh,
           N’em gweli ket ennout o sellet,
           D’ar pardaez-noz pa gouezh ar glizh,
           Pa’z out gant al loar sklêrijennet.

Mor, en devezhioù kaer ez aen em bagig skañv,
Gant he lien digor-bras, du-hont, pell da besketa ;
Pa vezin tremenet, gra ’vel e-kreiz ar goañv,
A-zindan da darzhioù, d’an holl reier bras krenañ.
           Rak hepdale, va begig kaezh
           War an aod a vezo dilezet,
           Kazi goloet holl gant an traezh
           Hag he lien gwenn, eveldon, breinet.