Hiriv, kalz a labourerien
A lavar adeo d’o zachenn ;
War ar maez eo ken fall an traoù
Ma’z en em daolont er c’hêrioù,
N’ez eus, emezo, war ar maez,
Da zebriñ, nemet yod gant laezh,
Un tamm bara pounner ha fall,
Duoc’h eget ar siminal.
Hogen e kêr, da vihanañ,
Ez eus boued skañv, gwennoc’h bara,
Soubenn zruz, rata mat ha gwin,
E lec’h dour ha soubenn irvin,
Ur bae vras ha nebeud a boan,
Netra d’ober da c’houde koan,
Rak chatal ebet da goaniañ,
Lann da bilat, kraou da garzhañ…
Mat, me ’lavaro, mar kirit,
Tud keizh, ec’h en em faziit ;
Gant eizh real, ha zoken ur skoed,
N’ho pezo ket a gig bepred ;
Alies, gant un antreprener,
Memes eizh real ne c’hounezer,
Goude c’hoazh, evel forsaled,
Labourat pell-bras ha kalet.
Ouzhpenn, da sul, da c’houel, alies,
E tleer labourat ivez ;
Oferenn ebet a-wechoù,
Nebeutoc’h c’hoazh a c’housperoù,
Hag e-touez ar vañsonerien
Arabat, o sevel ho penn,
Komz eus a Zoue nag eus ho feiz,
C’hoarzhet e ve deoc’h, tud keizh !
Ar c’homzoù lous hag ar sakreoù,
Eo relijion ar c’hêrioù.
Evel-se chomit war ar maez,
Rak gwelloc’h eo yod kerc’h gant laezh,
An aer vat gant kalz a frankiz,
Bered ho tud hag hoc’h iliz.