Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
En ur goll va frankiz, un devezh em eus, siwazh !
Kimiadet diouzh da’z stêr, da devenn, da vor bras.

Bez ez on kastizet evit ken bras follentez,
Em spered, em c’halon, mui n’ez eus a levenez,
Ha gant keuz diwezhad, en ur ouelañ noz ha deiz,
Meur a wech e tistroan war-zu va yaouankiz.

Gwelet ’ran va zi soul, va breudeur, va c’hoarezed,
Gant va zad ha va mamm, bodet en-dro d’an oaled,
Hag e-pad ma vez hir, ’hed ar goañv, an nozvezhioù,
Dirak un tan balan holl e kanomp gwerzioù.

Gwelet a ran ivez ar gelerenn er pradoù
Hag ar c’horriganed o lammet er menezioù,
Klevet ’ran ar sabad e-barzh en dachenn dostañ
Hag ar ganerez-noz e Pontlez o kanañ.

Setu deuet ar sadorn a-raok sulvezh ar Bleunioù ;
Da venez an Toupet ez eont ar vugaligoù,
Skourroù pin gant teir voull, evit an oferenn bred,
A deu da gouezhañ stank e daouarn ar baotred.

Setu c’hoazh ar mare ’vit ar foenn hag ar mediñ ;
Labourat a reer start ha kalz e ranker c’hwezhiñ,
Met da noz ar peurzorn e leunier ar gwerennoù
Ha dindan ar stered e sav kanaouennoù.

Da c’houde gousperoù, pa deu miz ar c’hraoñ-kelvez,
Paotred ha paotrezed a ya da goadoù Koadlez ;
Ar c’hodell zo ken leun ha ken pounner ar vruched,
En ur zistreiñ d’ar gêr, ma vez bec’h o redet.

Evel-se kement soñj eus va bloavezhioù gwechall
A laka va c’halon, en ur mare, da dridal,
Met an huñvre zo berr, heñvel ouzh ul luc’hedenn
A weler o fiñval, un nebeud, er goabrenn.

Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
Evidout e vezo va diwezhañ soñjezon,
Rak ne varvi biken em spered, em c’halon.