Karantez ar vro
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
En ur goll va frankiz, un devezh em eus, siwazh !
Kimiadet diouzh da’z stêr, da devenn, da vor bras.
Bez ez on kastizet evit ken bras follentez,
Em spered, em c’halon, mui n’ez eus a levenez,
Ha gant keuz diwezhad, en ur ouelañ noz ha deiz,
Meur a wech e tistroan war-zu va yaouankiz.
Gwelet ’ran va zi soul, va breudeur, va c’hoarezed,
Gant va zad ha va mamm, bodet en-dro d’an oaled,
Hag e-pad ma vez hir, ’hed ar goañv, an nozvezhioù,
Dirak un tan balan holl e kanomp gwerzioù.
Gwelet a ran ivez ar gelerenn er pradoù
Hag ar c’horriganed o lammet er menezioù,
Klevet ’ran ar sabad e-barzh en dachenn dostañ
Hag ar ganerez-noz e Pontlez o kanañ.
Setu deuet ar sadorn a-raok sulvezh ar Bleunioù ;
Da venez an Toupet ez eont ar vugaligoù,
Skourroù pin gant teir voull, evit an oferenn bred,
A deu da gouezhañ stank e daouarn ar baotred.
Setu c’hoazh ar mare ’vit ar foenn hag ar mediñ ;
Labourat a reer start ha kalz e ranker c’hwezhiñ,
Met da noz ar peurzorn e leunier ar gwerennoù
Ha dindan ar stered e sav kanaouennoù.
Da c’houde gousperoù, pa deu miz ar c’hraoñ-kelvez,
Paotred ha paotrezed a ya da goadoù Koadlez ;
Ar c’hodell zo ken leun ha ken pounner ar vruched,
En ur zistreiñ d’ar gêr, ma vez bec’h o redet.
Evel-se kement soñj eus va bloavezhioù gwechall
A laka va c’halon, en ur mare, da dridal,
Met an huñvre zo berr, heñvel ouzh ul luc’hedenn
A weler o fiñval, un nebeud, er goabrenn.
Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
Evidout e vezo va diwezhañ soñjezon,
Rak ne varvi biken em spered, em c’halon.