Ar brud eus a Jezuz a yoa skignet a-bell ;
Hogen, un den yaouank, pinvidik bras-meurbet,
A deuas da c’houlenn mont e renk an Ebestel.
« O Mestr ! hoc’h heul a rin e pep lec’h, ha bepred. »

Jezuz, goude m’en doa taolet warnañ ur sell,
A respontas dezhañ : « Kimiadit diouzh ar bed,
Roit d’ar paour ho tanvez, roit betek ho mantell,
Goude-se m’em bezo mall d’ho tegemeret. »

An den yaouank a yeas war-eeun d’e vro,
Met evit heul Jezuz ne deuas ket en distro,
Rak e galon a yoa re stag ouzh e zanvez.

« Aesoc’h eo d’ur c’hañval mont dre doull un nadoz
Eget d’ur pinvidik gounit ar Baradoz. »
A lavaras Jezuz. Doujañs d’ar baourentez.