En devezh-se Jezuz, skuizh gant e brezegenn,
A reas un ehanig e-harz troad ur wezenn ;
Ar bobl oa niverus, mesket en-dro dezhañ,
Ar publikan a yoa damdost d’ar farizian.

Ar c’helc’h, hep dale pell, a yoa deuet kalz strizhoc’h,
Rak an holl a glaske gwelet Jezuz tostoc’h ;
A-boan ma c’halle Per, e penn an diskibien,
Dalc’her un dachennig frank en-dro d’ar wezenn.

Priñsed ar veleien a lavare da Ber :
« Ni ’fell un nebeudig diviz gant ho mestr ker,
Evit gouzout hag eñ zo profed war an douar. »
Hogen, ouzh o fedenn Per a rae skouarn vouzar.

Klask stourm outañ pelloc’h, ne dal[v]e ket ar boan ;
Pennek ’vel ur Breizhad, ha kazi droug ennañ,
Per a chomas ken mut ouzh ar Farizianed,
Mut atav, mut ivez ouzh ar publikaned.

Hogen, setu merc’hed, ganto pep a vugel :
« Lezit hor bugale da bokat d’e vantell. »
Ha kerkent oe klevet ur vouezh karantezus,
Skiltroc’h eget an aer ; hounnezh oa mouezh Jezuz :

« Simon Per, emezañ, bezit madelezhus,
Lezit ar vugale da zont betek Jezuz,
Rak den, e gwirionez, ne yela da’m Neñvoù,
Ma n’eo ket ken dinamm hag ar vugaligoù. »