Hanternoz

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Hanternoz zo sonet en hon iliz-parrez ; 
Er maezioù sioul al loar a skuilh he sklêrijenn ; 
Daoust ha sioulik ivez e kousk va mignonez ? 
Eus va frenestr me ’wel, er sklêrder, he lojenn. 

Evidon-me, siwazh ! gwasket gant an enkrez, 
Ne c’hallan ket moriñ, kement em eus terzhienn ! 
Peogwir en hor c’heñver he c’herent zo didruez, 
Evit skrivañ dezhi ma kemerfen va fluenn ? 

O ! nann, rak pa soñjan eo rannet he c’halon 
Gant hon disparti griz, e krenan, em eus aon 
Da greskiñ c’hoazh he foan, o tiskuilh va glac’har. 

En da lojenn, Annaig, kousk sioulik ’hed an noz ; 
Diskennit eus an Neñv, Aelez ar Baradoz, 
D’astenn ho tivaskell war Ael dinamm an douar.