Va gwezenn derv
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
E-barzh el liorzh, e-kichenik va lojenn
Gwelet hoc’h eus ur wezenn gaer derv ?
En he disheol, va mamm ger, war he barlenn,
He deus desket din komz e yezh va bro ;
Karet a raen klevet a-dreuz he skourroù
Un avel yac’h o voudal d’ar pardaez,
Hag o kanañ, kuzhet e-touez he delioù,
E-pad an deiz, laboused a bep mouezh.
Gwezenn derv, da zisheol ec’h eus ivez,
En o c’hozhni, roet da’m mamm ha da’m zad,
Da bep eured e veze d’an dud nevez,
Atav savet an daol e-harz da droad ;
Nag a bet neizh n’ec’h eus-te ket bet kuzhet,
En amzer gaer, ouzh ar vugaligoù !
Al laboused n’o deus ket da’z tilezet,
Ha meulet ’out en o c’hanaouennoù.
Goude bezañ treuzet ken alies ar mor
’Oan kastizet, un deiz, o redet bro ;
Kavet em eus ar yec’hed e-tal va dor
Hag a-zindan va gwezenn gaer derv ;
Ma tle kouezhañ va gwezenn, gant he c’hozhni,
A-raok ma’z in da gousket d’ar vered,
Er gwellañ koad me ’fell e ve graet enni
Peder blankenn ’vit ober un arched.