war ton : Aelez eus ar Baradoz

Lavar gwennili bihan,
Eus a belec’h e teuez,
Ama, kemer un ehan,
Komz a fell din ganez,
Eus va bro muiañ-karet
Digas a rez keloù ?
Va c’halon a zo rannet
Ha skuilh a ran daeroù.

Rak adalek ar mare
M’em eus, o follentez !
Evit kêrioù ken dizoue,
Dilezet va farrez,
’Hed an noz hag ’hed an deiz
Ne ran nemet soñjal
Em zi soul hag em c’henvroiz,
Em amzer gaer gwechall.

E-touez ar bobl hag an trouz
Va fenn a zo torret,
Heñvel ’on ouzh ul labous
Lakaet en ur gaoued ;
Dont a ran da gastizañ,
Gwennaat ’ra va blev,
Bec’h em eus o chom em za,
Damdost eo va marv.

M’em bije, va gwennili,
Eveldout divaskell,
Me ’nijfe kerkent da’m zi,
Eno ’ve kaer mervel ;
Rak e bered va farrez
Eürus ’ve bezañ
Beziet, betek an devezh
Eus ar varn diwezhañ.