Pa vezo deuet ar mare
    Evidon da vervel,
Va lezit c’hoazh, em gwele,
    Da ganañ Breizh Izel.

Lakit etre va bizied
    Kroaz hor Salver Jezuz
Ha, gant e groaz, chapeled
    E vamm karantezus.

Da’m dremenvan, hepdale,
    Tanit ur c’houlaouenn,
Me ’soñjo gwelet neuze
    En Neñv ur steredenn.

Pedit holl war ho taoulin
    Evidon, ’hed an noz,
’Vit ma vo roet, d’ar mintin,
    Da’m ene Baradoz.

Ha kerkent ’barzh en iliz
    Al libera kanet,
Va lakit er bez, kenvroiz,
    War menez an Toupet*.    [ur gêriadenn]

El lec’h, ’poan c’hoazh ur bugel,
    E pignen ken alies !
’Vit gwelet holl, en ur sell,
    Va bro garet Trelez.

Marteze, betek ennon
    E teuy, bep un amzer,
Trouz an houl eus ar mor don
    O skeiñ war ar reier.