Goude va marv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Annaig, em buhez em eus gouelet puilh da varv, 
Koulskoude, pa soñjan, perak e vijes bev ? 
Ar bed-mañ n’eo nemet un draonienn a c’hlac’har ; 
Te ’yoa ken yaouankik o tilezel an douar, 
Ma n’ech eus ket gallet anaout ar rann-galon 
En deus kement, siwazh ! merzheriet da vignon. 
Pa soñjan muioc’h c’hoazh, me ’drugareka Doue 
Da vezañ roet abred baradoz da’z ene, 
Rak, dre ma teuan en oad, e welan ’oant geier 
Huñvreoù va yaouankiz pere ’gaven ken kaer ! 
Ya, kement ’on e poan, ma teu mall din, da’m zro, 
Lavaret da viken d’an douar kenavezo. 
Er bed-mañ n’em eus mui nemet ul levenez : 
Kempenn al lireuenn a ro disheol da’z pez, 
Met va c’halon a rann o soñjal e vezo 
Lezet holl a-ziaskren goude ma vin marv. 
Den da-c’houde ne deuy war da’z pez da bediñ ; 
Al lireuenn ’vo sec’h, da’z pez, a-zindani, 
Gant an touller-bezioù neuze ’vo digoret 
Eskern all gant da’z re, moarvat, ’vezo mesket, 
Hag a-benn ur mare ne vezo mui gouezet 
E pe lec’h er vered Annaig a yoa beziet. 
O ! nag e tle bezañ trubuilhus kement-se 
Evit kement hini ne gred ket en ene ! 
Met ar Salver en deus disklêriet d’ar c’hristen : 
« Ar bed a dremeno, te ’vevo da viken ! »