Hanter-varv kazi gant an naon, ar skuizhder,
En ul lec’h dibabet, d’an noz, p’en em gaver,
          Lous holl gant ar vouilhenn,
War ur c’holo fleurius astennet war ar pri,
A-raok en em daoler ur mare da voriñ,
          Me ’lavar ur bedenn.

An hini ’lavaren gwechall, noz ha mintin,
P’oan c’hoazh ur bugelig, war bennoù va daoulin
          Ha va daouarn e kroaz,
Ar bedenn desket din gant va mamm em c’havell
Hag a deue da gerc’het en ur c’halir, un Ael,
          Gant ul levenez bras.

Me ’bed Mestr an Aelez ha Mestr ar soudarded
Da gemeret en Neñv eneoù va mignoned
          Marv war an dachenn,
Rak pa’z eo gwir, siwazh ! ne c’hallint er bed-mañ
Bezañ didamallet, Doue, ro da vihanañ
          Dezho da gurunenn.

Goude, me ’soñj er gêr, er c’hogn goullo, siwazh !
Ouzh pehini va mamm a sell gant glac’har vras,
          O ouelañ d’he bugel,
Hag em c’housk e kav din gwelet va mignonez
O tont betek ennon, gwisket ’vel ar Werc’hez,
          Gant divaskell un Ael.