Egile

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, P. Gadreau, 1902
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Gouzout a ran bremañ perak va c’harantez, 
Ken gwirion koulskoude, n’eo ket bet selaouet ; 
En hon amzer ken fall, hep ar binvidigezh, 
Ar galon denerañ n’eo ket anavezet. 

En despet da’z klac’har, Annaig, va mignonez, 
Da gerent a ra fae war da vuiañ-karet ; 
Pa gavont ur pennhêr, gant kement a zanvez ! 
Daoust hag eus da galon ar vouezh te ’dle klevet ? 

Hep fazi, ma welan e c’halli koulskoude, 
Hep rannañ da galon, kemeret ar pried-se, 
’Vit da’z lezel e peoc’h, diouzhit me ’gimiado. 

Met penaos e c’hallin, met penaos e c’halli 
Bevañ c’hoazh er bed-mañ, war-lerc’h hon disparti ? 
Evidomp, a gredan, ’ve gwelloc’h ar marv.