D’an dud hep kredenn

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

C’hwi pere n’ehanit, e pep lec’h, da grial 
Ne vezo ket un deiz, evidomp, ur vuhez all, 
Ma n’eus ket ’vit an den na Krouer nag Ene, 
Er gwalleur petra ’ve da grediñ ’ta neuze ? 
Eveldon m’ho pije, war hent kriz ar vered, 
Heuliet ho mignonez skoet e-kreiz he gened, 
Ha ma n’ho pije ket kavet hepken unan 
Evit kemeret perzh, un nebeud, en ho poan, 
A ! daoust ha c’hwi neuze n’ho pije ket karet 
Kaout ur gredenn bennak ’vit ho kalon rannet ? 
Met komzomp gant frankiz hag hep mont e kounnar : 
Lakomp ne vijec’h ket bet biskoazh er glac’har ; 
Daoust ha mat a rafec’h, e-keñver ho nesañ, 
O c’hoapaat ar feiz a ra dezhañ bevañ, 
En despet d’ar gwalleur a deu, ken gwazh, d’her skeiñ, 
Ma ne oar mui, siwazh ! e pe lec’h en em dreiñ ? 
E-lec’h ar gredenn-se pehini ’ro dezhañ 
Un nebeudig kalon ’vit herzel ouzh e boan, 
Petra ’rofec’h, mar plij ? Ho prezegenn goullo ? 
C’hwi ’lavar eo pep tra kollet, ur wech marv : 
Va mignonez ivez ! fiziañs ebet eta ! 
Gwelloc’h ’ta, pe kenkoulz, ’ve mont d’en em grougañ ? 
Nann, nann, tud hep kredenn, pa vezer er glac’har, 
Pa ne vez mui netra da c’hedal war an douar, 
N’eo ket diganeoc’h eo mont da glask skoazhell ; 
Evit kaout nerzh-kalon er boan, betek mervel, 
Evit gallout gwelet va mignonez un deiz, 
Me ’dle, ’vel ur c’hristen, dalc’her atav d’ar feiz.