Ton : Air du petit berger dans Mireille

         E Breizh-Izel,
Gwir douar ar barzhed hag ar feiz,
Me zo ganet, hag e gwir vugel,
’Vit Breizh em bezo, betek marvel,
         Kalon em c’hreiz
Hag ur gwir garantez a-leizh ;
O tiwall va loened er straedoù
         Hag er menezioù,
’On eürus da gaout ur vuhez didrouz
         Evel buhez al labous ;
Eus ar menez betek an draonienn,
An avel a gas va c’hanaouenn,
         En hor yezh kaer,
E-pad ma redont war va delenn,
Prim-meurbet, va bizied tener,
         Ha ha ! ha ha ! ha ha !

         Ouzh an dommder
E-kreiz an hañv em eus atav
An dour-red, fresk ha sklêr, eus ar stêr ;
Evit disheol, a-us ar reier,
         Ar gwez derv
Baradoz karet an heklev ;
Bez em eus, pa deu din c’hoant mori[ñ],
         Ur gwele kevni
War behini m’en em ro da gousket
         Ouzh kan al laboused ;
Ober a ran huñvreoù kaer-meurbet :
Huñvreal a ran ’on eus va loened
         Ivez ar roue,
Ha n’em eus er bed-mañ mestr ebet
Nemet va c’houstiañs ha va Doue,
         Ha ha ! ha ha ! ha ha !